Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/661

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 7.

14 E treitourin an ti ma var behini eo galvet va hano,
Ha var behini en em fizit,
Hag al lec’h ma pehini em euz roet deoc’h, deoc’h ha d’ho tadou
Evel ma em euz groet da Silo :
15 Ha me a daolo ac’hanoc’h kwit a zirag va fas.
Evel ma em euz taolet kwit ho tadou holl.
Holl lignez Efraim.
16 Ha te, ne bed ket evit ar bobl ma,
Na sav evithei na kri na goulen,
Ha na c’houlen netra ouzin,
Rag ne zelaouin ket ac’hanout.
Ne welez-te ket petra a reont er keariou Juda
Hag en ruou Jerusalem ?
18 Ar mibien a zastum ar c’hoad,
An tadou a elum an tân,
Hag ar gragez a vac’h an toaz,
Evit ober gwastellou da rouanez an envou
Ha skuliadurezou da zoueou all,
Evit offansi ac’hanoun.
19 Ha d’in me eo e reont offans ? a lavar an Aotrou.
N’eo ket int ho unan,
Mezded en ho fas ?
20 Abalamour da ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Setu, va c’holer, va fulor a ia da gweza var al lec’h ma,
Var an dud ha var al loened,
Var gwez ar parkeier ha var frouezou an douar ;
Devi a raio ha ne vougo ket.
21 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel :
Lakeet ho sakrifisou-losket gant ho sakrifisou,
Ha debret ar c’hig anezhei.
22 Rag n’em euz ket komzet gant ho tadou, ha n’em euz ket roet a c’hourc’hemen,
En deiz ma lakeiz anezhei da vont er meaz euz an Ejipt,
Divarben ar sakrifisou-losk hag ar sakrifisou.
23 Mes setu ama ar pez em euz gourc’hemennet ha lavaret dezhei :
Selaouet va mouez,
Ha me a vezo ho Toue,
Ha c’hwi a vezo va fobl ;
Ha baleet en holl henchou a c’hourc’hemennan deoc’h,
Evit ma vefet euruz.
24 Mes n’ho deuz ket selaouet, n’ho deuz ket prestet ar skouarn ;
Mes heuliet ho deuz ar c’huzuliou, an dizalc’hted euz ho c’haloun fall,
Hag int en em distroet adrenv el lec’h dont d’am c’haout.
25 Abaoe an deiz ma teuez ho tadou euz bro an Ejipt,
Bete hirie,
Em euz kaset deoc’h va zervicherien ar brofeded ;
Ho c’haset em euz deoc’h bep deiz, adaleg ar beure.
26 Mes n’ho deuz ket va zelaouet, n’ho deuz ket prestet ho skouarn ;
Reudet ho deuz ho gouzouk ;
Groet ho deuz gwasoc’h evit ho zadou.
27 Ha te a zisklerio dezhei an holl gomzou ma ; mes int na zelaoufont ket ac’hanout.
Krial a ri var ho lerc’h ; mes na respountfont ket d’id.
28 Neuze te a lavaro dezhei :
Ama ema ar vroad pehini na zelaou ket mouez an Aotrou, he Zoue
Ha pehini n’euz ket bet a gelennadurez.
Al lealded a zo eet da goll ; lamet eo euz ho genou.
29 Touz da vleo, ha taol anezhei pell ;
Ha var an huelderiou, diskleri eur werz !
Rag an Aotrou a daol kwit
Hag a zilez ar ras ma, objet euz he goler.
30 Rag bugale Juda ho deuz groet ar pez a zo fall dirag va daoulagad,
A lavar an Aotrou.
Lakeat ho deuz ho euzusded
En ti var behini eo galvet va hano,
Evit en em soulia.
31 Hag ho deuz savet lec’hiou huel Tofet, pehini a zo en traounien mab Hinnom,
Evit devi en tân ho mibien hag ho merc’hed,
Ar pez n’em euz ket gourc’hemennet.
Ha da behini n’em euz ket sonjet.
32 Dre ze, setu, an deiziou a zeuo, a lavar an Aotrou,
En pere ne vezo ken lavaret Tofet na traounien mab Hinnom,
Mes traounien al lazerez ;
Hag e vezo sebeliet en Tofet, dre vank a blas.
33 Ha korfou maro ar bobl ma a vezo boued evned an envou
Ha loened an douar,
Ha ne vezo den da drubuliet anezhei.

653