Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/660

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 7.

22 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Setu, eur bobl a zeu euz bro an Hanter-noz.
Eur vroad vras a zav euz pennou an douar.
23 Kemer a rafont ar gwarek hag ar viren ;
Kriz int ha n’ho deuz ket a druez ;
Ho mouez a groz evel ar mor,
Ha, piniet var gezek,
Int renket evel eun den en brezel
A enep d’id, merc’h Sion !
24 Ni a glevo an drouz a gement se ;
Hon daouarn a zeu losk ;
An ankroez a grog ennomp,
Eur glac’har evel hini an hini a williout.
25 N’ez it ket d’ar parkeier,
Ha n’ez it ket dre an henchou !
Rag kleze an enebour,
Ar spount zo dre holl.
26 Merc’h va fobl, en em c’houriz euz a eur sac’h, ha rul el ludu !
Kemer ar c’haoun evel evit da vab unik.
Ha gra eun irvoudaden c’hoero meurbed ;
Rag an distrujer a zeu buhan varnomp.
27 Lakeat em euz ac’hanout an evesaer en kreiz va fobl,
Evel eur c’hrenv,
Evit ma c’hanavefez ha ma furchfez ho hent.
28 Holl int disent ha muoc’h evit disent, drouklavarerien,
Arem hag houarn.
Holl int denaturet.
29 Ar soufflez a zo devet ;
Ar plom a zo kuzumet gant an tân ;
En vên eo ma teuzer ha ma adteuzer :
Ar re drouk ne vent ket pelleet.
30 Galvet e vefont eun arc’hant distolet ;
Rag an Aotrou ho distol.

7 AR gir pehini a oe diskleriet da Jeremi a beurz an Aotrou, er giriou ma :
2 En em dalc’h-te euz dor ti an Aotrou !
Hag ac’hane, kri ar gomz ma,
Ha lavar : Selaouet gir an Aotrou,
C’hwi holl, tud Juda, pere a ia dre he zoriou
Evit en em stoui dirag an Aotrou.
3 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel :
Bezet keuz d’ho henchou ha d’hoc’h oberou,
Ha me a lakao ac’hanoc’h da choum el lec’h ma.
4 N’en em fiziet ket en komzou troumpluz, o lavarout :
Ema eo templ an Aotrou,
Templ an Aotrou,
Templ an Aotrou !
5 Mes mar o pe keuz en gwirionez d’ho henchou ha d’ho oberou ;
Mar groet ar reizded an eil en kenver egile ;
6 Ma ne ret ket a c’haou euz an diaveziad, euz ar minor, euz an intanvez,
Ha ma na skuliet ket el lec’h ma ar goad didamall,
Ha ma ne valeet ket varlerc’h an doueou diaveziad, evit ho tistruj ;
7 Neuze me a lakao ac’hanoc’h da choum el lec’h ma,
Er vro em euz roet d’ho tadou,
Euz a eur c’hanved da eur c’hanved all.
8 Setu, en em fiziet var gomzou troumpluz,
Hep gounid ebet.
Petra ! laerez a ret, laza a ret, ober a ret avoultriez,
Toui a ret en faoz, kinnig a ret ezans da Vaal,
Hag ez it varlerc’h doueou ha na anavezet ket !
10 Goude e teuet d’en em stoui dirazoun,
En ti ma, var behini eo galvet va hano.
Hag e livirit : Ni a zo delivret...
Evit ober an holl draou euzuz ze ;
11 Ha n’eo ket d’ho taoulagad nemert eur c’havarn laeron,
An ti ma var behini eo galvet va hano ?
Ha setu, me va unan a wel anezhan, a lavar an Aotrou.
12 Mes it entrezeg va lec’h, pehini a oa en Silo.
El lec’h ma lakeiz va hano da choum er penn-kenta,
Ha gwelet ar pez em euz groet,
Abalamour da zrougiez va fobl Israel.
13 Ha brema, pa rit an holl oberiou ze,
A lavar an Aotrou.
Ha ma em euz komzet deoc’h, komzet adaleg ar beure, ha n’hoc’h euz ket selaouet ac’hanoun ;
Ma em euz ho kalvet, ha n’hoc’h euz ket respountet d’in ;

652