Dirazoun, a lavar an Aotrou,
Evel se e pado ho ras hag ho hano.
23 Hag euz a viz en miz, hag a sabbat en sabbat,
Pep kig a zeuo hag en em stouo dirazout, a lavar an Aotrou.
24 Hag ez aint er meaz, hag e welfont
Korfou maro an dud pere a zo en em savet em enep ;
Rag ho frenv ne varvo ket, ho zân ne vougo ket,
Ha e vefont evit pep kig eun dra a spount.
1 KOMZOU Jeremi, mab Hilkija, a douez ar sakrifierien pere a oa en Anathoth, en bro Benjamin.
2 Gir an Aotrou a oa diskleriet dezhan en amzer Jozias, mab Amon, roue Juda an drizekved bloaz euz he ren ;
3 hag ive en amzer Jehojakim, mab Jozias, roue Juda, bete fin an unnekved bloaz euz Sedesiaz, mab Jozias, roue Juda, bete ma oe Jerusalem kaset en esklavach, er bempved mis.
4 Gir an Aotrou a oe diskleriet d’in, er c’homzou ma : 5 Araog ma en boa doareet ac’hanout en kov da vam, me em euz da anavezet ; araog ma oaz deuet euz he c’hov, em euz da santifiet ; em euz lakeat ac’hanout da brofed evit ar broadou. 6 Hag e respountiz : Ah ! Aotrou, Aotrou setu, ne ouzon ket a gomz ; rag eur bugel oun ! 7 Hag an Aotrou a lavaraz d’in : Na lavar ket : eur bugel oun ; rag mont a ri entrezeg ar re holl ma kasin ac’hanout, hag e lavari kement a c’hourc’hemennin d’id. 8 Na souj ket anezhei, rag me a zo ganez evit delivra ac’hanout, a lavar an Aotrou. 9 Goude an Aotrou a astennaz he zorn hag a stokaz va genou. Hag an Aotrou a lavaraz d’in : Setu, me em euz lekeat va c’homzou en da c’henou. 10 Sell, lakeat em euz ac’hanout hirie var ar broadou ha var ar rouantelezou, evit ma tiframmi ha ma tiskari, evit ma tistruji ha ma c’hlac’hari, evit ma savi ha ma planti.
11 Ha gir an Aotrou a oe diskleriet d’in, o lavarout : Petra a welez-te, Jeremi ? Ha me a respountaz : G welet a ran eur brank alamandez. 12 Hag an Aotrou a lavaraz d’in : Gwelet mad ec’h euz ; rag velli a ran var va c’homz evit ober anezhi.
13 Ha gir an Aotrou a oe diskleriet d’in eun eilved gwech, o lavarout : Petra a welez-te ? Me a respountaz : Gwelet a ran eur choudouren vervet, euz tu an hanter-noz. 14 Hag an Aotrou a lavaraz d’in : Euz an hanter-noz eo en em dichadeno an drouk var holl dud ar vro. 15 Rag setu, ez an da c’hervel holl bobladou rouantelezou an hanter-noz, a lavar an Aotrou ; dont a rafont ha pep hini anezhei a lakao he drôn en tal doriou Jerusalem, hag euz he mogeriou holl tro zro, hag a enep holl geariou Juda. 16 Ha me a zisklerio va barnedigezou a enep dezhei, abalamour d’ho holl drougiez, dre ma ho deuz dilezet ac’hanoun ha kinniget parfumou da zoueou all, ha ma int en em stouet dirag labour ho daouarn. 17 Te eta, gouriz da groazellou, sav-te, ha lavar dezhei kement a c’hourc’hemennin d’id. Na gren ket dirazhei, gant aoun na lakafen ac’hanout a dammou dirazhei. 18 Rag setu, e lakain ac’hanout hirie evel eur gear grenv, evel eur peul houarn, hag evel eur voger arem a enep an holl vro : a enep rouane Juda, a enep he vestrou, a enep ar sakrifierien hag a enep bobl ar vro. 19 Brezellia a refont a enep d’id, mes na helfont ket kendrec’hi ac’hanout ; rag me a zo ganez, a lavar an Aotrou, evit delivra achanout.
2 NEUZE gir an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma :
2 Kea, ha kri da ziouskouarn Jerusalem, ha lavar :
Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Sonj a zeu d’in divar da benn euz karante da iaouankiz,
Euz karante da zimezi,
Pa heuliez ac’hanoun en distro,
En eun douar pehini ne hader ket.