Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/651

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 66.

Mes groet ho deuz ar pez a zo fall dirag va daoulagad,
Hag o deuz choazet ar pez a zisplij d’in.
5 Selaouet gir an Aotrou,
C’hwi pere a gren d’he gomz,
Ho preudeur pere a gaseet,
Ha pere a daol ac’hanoc’h kwit,
Abalamour d’am hano,
He deuz lavaret : Ma tiskouezo an Aotrou he c’hloar,
Ha ma welfont ho joa !
Mes mezek e vefont lekeet.
6 Eur vouez skeltr a zeu euz kear,
Eur vouez a zeu euz an templ,
Mouez an Aotrou,
Pehini a ro ho gobr d’he enebourien.
7 Araog beza en poan,
He deuz ganet ;
Araog santout ar poaniou,
E deuz lekeat eur paotr er bed.
8 Piou hen deuz biskoaz klevet eun hevelep tra ?
Piou hen deuz gwelet re henvel outhan ?
Eur vro, ha ganet eo en eun deiz,
Pe eur vroad, ha genel a ra en eur wech hepken,
Ma defe Sion ganet bugale kerkent evel ma eo bet en poan ?
9 Me, pehini a zigor ar bruched,
Ne lakain me ket anezhi da c’henel, a lavar an Aotrou ?
Me pehini a ra genel,
En herzel a rin, a lavar da Zoue ?
10 En em laouenaet gant Jerusalem,
Bezet el levenez abalamour dezhi
C’hwi holl pere he c’har !
En em laouenaet ganthi euz a eur joa vras,
C’hwi holl pere a wele varnezhi !
11 Abalamour ma vefac’h lesaet ha leuniet
A leaz he dic’hlac’hariou ; evit ma c’hevot gant plijadur
Euz he founuzder gloriuz.
12 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Setu, ez an da lakaat ar peoc’h da rulial entrezeg ennhi evel eur rivier,
Ha gloar ar boblou evel dour-red divorded ;
Hag e vefet lesaet,
Douget e vefet var an divrec’h
Ha kajolet var an daoulin.
13 Me a zic’hlac’haro,
Evel ma tic’hlac’har eur vam he mab,
Hag e vefet dic’hlac’haret en Jerusalem.
14 Gwelet a refet kement se hag ho kaloun en em laouenao,
Hag hoc’h eskern a gemero nerz evel ar ieot.
Ha dorn an Aotrou en em roio da anaout dre he zervicherien,
Hag he goler a enep he enebourien.
15 Rag setu an Aotrou pehini a zeu en eun tân,
Hag he girri evel eun arne,
Evit trei he goler en fulor,
Hag he c’hourdrouzou en flammou tân.
16 Rag an Aotrou a raio he varnedigez
A enep pep kig, dre an tân ha dre ar c’hleze ;
Hag ar re a vezo skoet gant an Aotrou, a vezo en niver bras.
17 Ar re en em zantela hag ar re en em burifi en kreiz ar jardinou,
An eil var lerc’h egile ;
Pere a zebr kig moc’h,
Ha traou euzuz, ha logod,
A beriso holl a unvan, a lavar an Aotrou.
18 Mes evidoun me, pehini a wel ho oberiou hag ho sonjou,
An amzer a zo deuet da zastum an holl vroadou
Hag an holl iezou ;
Dont a rafont, hag he welfont va gloar.
19 Lakaat a rin eur zin ennhei,
Hag e kasin ho zec’herien entrezeg ar broadou,
Da Darsis, da Bul ha da Lud, pehini a denn gant ar gwarek,
En Tubal hag en Javan,
D’an enezennou pell,
Pere n’ho deuz biskoaz klevet komz ouzin
Ha pere ho deuz gwelet va gloar ;
Hag ec’h embanfont va gloar entouez ar broadou.
20 Hag e tigasfont ho c’holl vreudeur, a douez an holl vroadou,
Evel eur prof d’an Aotrou,
Var gezek, var girri, en litierou,
Var muled, var dremedariou,
D’am menez santel,
Da Jerusalem, a lavar an Aotrou ;
Evel ma tigas bugale Israel ar c’hinnig,
En eur besel pur,
En ti an Aotrou.
21 Hag en ho zouez ive, e kemerin
Evit beza sakrifierien ha levited, a lavar an Aotrou.
22 Rag, evel ma pado an envou nevez
Hag an douar nevez pehini ez an da groui

643