Hen deve eun Doue all nemer out te groet eun hevelep traou,
Evit ar re en em c’hortoz dezhan.
5 Dont a rez araog an hini en em laouena oc’h ober ar reizded,
Euz ar re a vale ez henchou hag ho deve sonj ac’hanout.
Setu, out en em erezet, ha ni hor boa pec’het ;
Pell out en em goleret, ha koulskoude ni a vezo salvet.
6 Holl, omp deuet evel eun den souliet,
Hag hon holl reizded evel eur dillad dibur ;
Holl omp gwevet evel an deliou
Hag hon drougiou hon c’has ganthei evel an avel.
7 Ha n’euz den hag a c’halvfe da hano,
Pehini en em dihunfe evit en em staga ouzit !
Rag kuzet ec’h euz da fas ouzomp,
Hag ec’h euz lakeat ac’hanomp da deuzi dre hon drougiou.
8 Mes brema, Aotrou, te eo hon zad !
Ni eo ar pri, ha te eo an hini Hen deuz groet ac’hanomp,
Ha ni holl a zo labour da zaouarn
9 N’en em goler ket holl, o Aotrou,
Ha na zalc’h ket sonj da viken euz an drouk !
Setu, sell : ni holl a zo da bobl !
10 Da geariou santel a zo deuet eun distro ;
Sion a zo deuet eun distro ;
Jerusalem, eur glac’har.
11 Ti hon santuar hag hon gloar,
El lec’h ma ho deuz hon zadou da veulet,
A zo bet kuzumet gant an tân ;
Kement a zo bet ker deomp a zo bet distrujet.
12 Goude kement se, en em derc’hel a ri-te, o Aotrou ?
Choum a rez-te zioul, hag hon glac’hari a ri-te holl ?
65 Selaouet em euz ar re na c’houlennent ket,
Hag em euz lekeat kaout ac’hanoun gant ar re n’am c’hlaskent ket ;
Lavaret em euz da vroad ne oa ket galvet euz va hano :
Setu me ama, setu me ama !
2 Astennet em euz va daouarn enpad an deiz entrezeg eur bobl dizent,
Entrezeg ar re a vale en hent pehini n’eo ket mad,
Pere a heul ho henchou ho unan ;
3 Entrezeg ar bobl pehini am c’holer atao em fas,
Pehini a sakrifi er jardinou
Ha pere a ginnik ezans var an aoteriou brik ;
4 Pere en em dalc’h er beziou
Hag a dremen an noz el lec’hiou glac’haret ; ?
Pere a zebr ar c’hig moc’h,
Hag a bere ar besellou a gendalc’h meuzou euzuz ;
5 Pere a lavar : Pellaa ouzin !
Na dosta ket ouzin ! rag santeloc’h oun evidout.
An traou ze a zo eur vogeden d’am franiou,
Eun tân bepred elum.
7 Setu, kement se a zo skrivet dirazoun ;
Na davin ket ; mes e renta a rin ;
Ia, me e rento dezhei en ho bruched :
7 Ho trougiou, a lavar an Aotrou, ha droukiou ho tadou,
Pere ho deuz kinniget ezans var ar meneziou
Hag ho deuz va dismeganset var ar c’hrec’hiennou !
Ha muzuri a rin en ho bruched ar gobr euz ar pez ho deuz groet gwech all.
8 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Evel ma leverer, pa gever gwaskadur en eun tokad rezin :
Na zistruj ket anezhan, rag eur vennoz a zo aze !
Evel se a rin abalamour d’am zervicherien,
Evit tremen hep distruja holl.
9 Me a lakao eul lignez da zont euz Jakob,
Hag euz Juda eur perc’henner d’am meneziou ;
Va re choazet ho ferc’henno,
Ha va zervicherien a choumo ennhei.
10 Ha Saaron a zervicho da beuri d’al loened munud,
Ha traounien Akor a vezo boden al loened bras,
Evit va fobl pehini hen devezo klasket ac’hanoun.
11 Mes c’hwi pere a zilez an Aotrou,
Pere a ankouez va menez santel,
Pere a sav an daol en Gad
Hag a leun ar c’halei evit Meni,
12 Ho lakeat a ran ive a du evit ar c’hleze
Ha c’hwi en em blego evit beza lazet ;
Abalamour ma em euz galvet, ha n’ho c’heuz ket respountet ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/649
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 65.
641