Me eo, an hini a gomz gant reizded,
Holl-c’halloudek evit savetaat.
2 Perag eo ru da vantellou,
Ha da zillad evel re an den pehini a wask er veol ?—
Bet oun va unan o waska er pressoar,
Hag entouez ar boblou den ne oa ganen.
3 Hag em euz gwasket anezhei em c’holer,
Ho bruzunet em euz em fulor :
Ho goad a zo en em strinket var va dillad,
Hag em euz louseet va holl mantellou.
4 Rag deiz ar vanjans a zo em c’haloun,
Ha bloaz va re brened a zo deuet.
5 Sellet em euz, ha ne oa zikour ebet ;
Souezet oun bet, ha skoazel ebet !
Neuze va brec’h he deuz va saveteet,
Ha va fulor va harpet.
6 Gwasket em euz ar boblou em c’holer,
Ha mezvet anezhei em fulor ;
Hag em euz lekeat ho goad da redek var da zouar.
7 Embann a rin madelezou an Aotrou, meulodiou an Aotrou.
Evit an holl vad Hen deuz an Aotrou groet deomp
Hag evit founusder ar madou pere hen deuz groet da di Israel,
En he drugarezou hag en braster he vadelezou.
8 Lavaret Hen deuz : Ia, va fobl int,
Bugale pere na dromplfont ket ;
Hag eo bet ho Zalver.
9 En ho holl dristidigezou eo bet er dristidigez,
Hag êl he fas hen deuz ho delivret ;
Hen he unan Hen deuz ho dasprenet en he garantez hag en he vadelez ;
Soutenet hen deuz anezhei, hag Hen deuz ho douget en deiziou tremenet.
10 Mes disent int bet, tristeet ho deuz he Spered Santel ;
Hag eo deuet ho enebour ; Hen he unan Hen deuz brezelliet a enep dezhei !
11 Neuze he bobl ho deuz bet sonj euz an deiziou koz, euz deiziou Moizez :
Pelec’h ema an hini hen deuz lakaat anezhei da adpiniat euz a mor,
Gant pastor he dropel !
Pelec’h ema an hini a lakeaz he Spered Santel en ho c’hreiz ;
12 Pehini a lakeaz da vale he vrec’h gloriuz
A zeou da Voizez ;
A faoutaz an doureier dirazhei,
Evit en em ober eun hano peurbaduz :
13 Pehini ho lekeaz da vale dre an doureier,
Evel eur marc’h en distro,
Hep kweza ?
14 Spered an Aotrou Hen deuz ho renet goustadik,
Evel eul loen pehini a zisken en eun draounien ;
Evel se eo ec’h euz renet da bobl,
Evit rei d’id eun hano gloriuz.
15 Sell euz an envou, ha gwel,
Euz da choumaj santel ha gloriuz !
Pelec’h ema da jalouzi ha da nerz,
Estlam da galoun, ha da drugarezou
Pere en em dalc’h em c’henver me ?
16 Rag Te eo hon zad !
Ha pa ne anavefe ket Abraham ac’hanomp,
Ha pa ne ansavfe ket Israel ac’hanomp,
Aotrou, Te eo hon zad ;
Hon Redemptor, setu aze da hano a bep amzer !
17 Perag, o Aotrou, ma c’heuz-te lakeat ac’hanomp da zianki er meaz euz da henchou,
Ha kaleder hor c’haloun evit tremen d’az touja ?
Distro, en faver da zervicherien,
Euz pobladou da heritach !
18 Evit eun nebeut amzer da bobl santel hen deuz perc’hennet ar vro ;
Mes hon enebourien ho deuz gwasket da santuar.
19 Ni a zo evel ar re var bere nec’h euz biskoaz renet,
Ha pere n’int ket galvet euz da hano !
64 Oh ! ma tigorfez an envou, ma tiskenfez,
Ar meneziou a vranselfe dirazout !
2 Evel ma krog an tân er c’hoad sec’h,
Evel ma laka an tân an dour da virvi,
E roi da anaout da hano d’az enebourien,
Ar broadou a grenfe dirazout te.
3 Pa ez poa groet traou spouronuz, pere na c’hortozomp ket,
Te a ziskennaz, hag ar meneziou a vransellaz dirazout te.
4 Rag biskoaz n’euz klevet,
Biskoaz skouarn n’euz klevet, biskoaz lagad n’euz gwelet,
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/648
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 64.
640