Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/647

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 62, 63.

Galvet e vefet ministred hon Doue ;
Dibri a refet pinvidigezou ar broadou ;
En ho flas e vefet goloet euz ho gloar.
7 El lec’h ho mez, ho pezo eul lod doubl ;
Hag el lec’h mezegez, e veulfont ho fartach ;
Evel se en ho bro he perc’henfont an doubl,
Hag o devezo eur joa peur-baduz.
8 Rag me eo an Aotrou, pehini a gar ar reizded,
A gasa an dastum hag an drougiez ;
Me a roio dezhei ho gobr gant lealded
Hag e rin ganthei eur gonvenans peur-baduz.
9 Ho ras a vezo anavezet entouez ar broadou,
Hag ho bouteür entouez ar boblou ;
Ar re holl ho gwelo, a anavezo anezhei
Evit ar ras hen deuz an Aotrou benniget.
10 En em laouenai a rin en Aotrou,
Ha va ine en em ieao en Doue ;
Rag gwisket Hen deuz ac’hanoun euz dillad ar zilvidigez, ha va goloet euz a vantel ar reizded
Evel ma en em wisk eur pried euz he gurunen
Hag evel eur vreg euz he c’hinklerezou.
11 Rag, evel ma laka an douar da vouta he ieot,
Hag evel ma laka eur jardin da vouta ar pez a hader ennhi,
Evel se an Aotrou, an Aotrou, a lakao ar reizded hag ar veulodi da ziouan
Dirag an holl boblou.

62 Dre garante evit Sion, ne davin ket ;
Dre garante evit Jerusalem, n’em bezo ken a ehan,
Bete ma en em diskouezo he reizded evel hini an deiz,
Hag he zelivrans evel eur goulou pehini en em elum.
2 Neuze an holl vroadou a welo da reizded,
Hag an holl rouane da c’hloar,
Hag e vezi galvet euz eun hano nevez,
Pehini Hen devezo genou an Aotrou diskleriet.
3 Eur gurunen a wiskamant e vezi en dorn an Aotrou,
Hag eur pint a roue en dorn da Zoue.
4 Ne vezi ken galvet an dilezet,
Ha da zouar ne vezo ken galvet ar glac’haret ;
Mes galvet e vezi : Va flijadur ennhi ;
Ha da zouar : An dimezed ;
Rag an Aotrou a lakao he blijadur ennout,
Ha da zouar he devezo eur pried.
5 Evel ma timez eun den iaouank da eur werc’hez,
Evel se da vugale a zimezo d’id,
Ha da Zoue en em laouenao ennout,
Evel ma en em laouena ar pried euz ar vreg iaouank.
6 Jerusalem, lakeat em euz gwarded var da vogeriou ;
Nag en deiz, nag en noz,
Biken n’en em davfont.
O c’hwi pere oc’h euz sonj euz an Aotrou, n’ho pezet ket a ziskwiz ;
7 Ha na roet ket a ziskwiz dezhan,
Bete ma Hen devezo adsavet Jerusalem,
Ken Hen devezo groet anezhi eur zujet a veulodi var an douar !
8 An Aotrou Hen deuz he douet dre he zorn deou ha dre he vrec’h galloudek :
Ne roin ken da winiz evit bevans da c’henebourien,
Ha bugale an diaveziad na evfont ken da win,
Evit pehini ez pezo labouret.
Mes ar re ho devezo dastumet ar gwiniz a zebro anezhan
Hag a veulo an Aotrou,
Hag ar re ho devezo dastumet ar gwin a evo anezhan
En leuriou va santuar.
10 Tremenet, tremenet an doriou ;
Kempennet hent ar bobl ;
Adsavet, adsavet an hent,
Lemet ar vein outhan ;
Savet ar bannier entrezeg ar boblou !
11 Setu, an Aotrou a laka klevet he vouez bete penn an douar :
Livirit da verc’h Sion :
Setu, da zilvidigez a deu !
Setu, da c’hobr a zo ganthan,
Hag he c’hobr a zeu dirazhan,
12 Hag e c’halvfer anezhei ar bobl santel
Re brened an Aotrou ;
Ha te a vezo galvet an adklasket,
Ar gear pehini n’eo ket dilezet ken.

63 Piou eo hema a zeu euz Edom,
Gant dillad ru, euz Botsra
Gant dillad skeuduz,
O tougen ar pen huel, en leunder he nerz ?—

639