Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/642

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 56, 57.


56 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Miret ar pez a zo eeün, ha pratiket ar pez a zo reiz ;
Rag va zilvidigez a zo prest da zont,
Ha va reizded da veza diskleriet.
2 Euruz an den a ra an traou ze,
Ha mab an den pehini en em stag outhei,
O viret ar sabbat evit tremen d’he brofani,
Hag ho tiwall he zaouarn da ober drouk !
3 Ha penaoz mab an diaveziad, pehini en em stag euz an Aotrou, na lavaro ket :
An Aotrou a lam ac’hanoun kwit euz he bobl.
Ma ne lavaro ket an eunuk :
Setu, me a zo eur wezen sec’h.
4 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Evit an eunuked pere a vir va deiziou sabbat,
Pere a choazo ar pez a vezo deread d’in
Hag en em stago euz va c’honvenans,
5 Me roio dezhei eur plas em zi hag em mogerou, hag eun hano
Gwelloc’h evit hini mibien ha merc’hed ;
Me a roio dezhei eun hano peur-baduz,
Pehini na vezo ket lamet kwit.
6 Ha bugale an diaveziad, pere a vezo en em unanet d’an Aotrou evit he zervichi,
Evit karout hano an Aotrou
Ha beza he zervicherien
Ar re holl a viro ar sabbat evit tremen d’he brofani,
Hag en em stago euz va c’honvenans ; ?
7 Me ho c’herc’ho var va menez santel,
Hag a laouenao anezhei em zi a beden ;
Ho sakrifisou-losk hag ho sakrifisou a vezo dereat var va aoter ;
Rag va zi a vezo galvet eun ti a beden evit an holl boblou.
An Aotrou, an Aotrou Hen deuz lavaret,
Hen pehini a zastum re sklabezet Israel :
8 Dastum a rin outhei c’hoaz en he gichen, ouc’h-pen he re dija dastumet.
C’hwi, holl loened ar parkeier,
Deuet da zibri, ha c’hwi, holl loened ar c’hoajou !
9 Diwallerien va fobl a zo dall holl ; ne anavezont netra :
Holl int chas mud, pere n’hellont ket arzel,
O welet an drubul, euz en em derc’hel gourvezet,
O karout kousket.
10 Ar chas a zo devoruz, ne hellont ket en em leuinia.
Hag ar veserien a zo hep skiant,
O c’heul ho hent ho unan,
O redek pep hini d’he vadou, beteg an hini diveza.
11 Deuet, a leveront, kemer a rin gwin,
Hag en em vezfomp gant servoaz ;
Hag e refomp varc’hoaz evel hirie,
Ha kalz muoc’h c’hoaz !

57 An den reiz a varo, ha den ne laka evez a ze ;
An dud vad a zo dastumet, hep ma kompren den
Eo an den reiz dastumet araog an drouk.
2 Mont a ra er peoc’h.
En em diskwiza a reont var ho gweleou,
Ar re ho deuz baleet en hent eeün.
3 Mes c’hwi, taosteet ama, bugale an divinerez,
Ras an avoultr hag ar c’hardelez !
4 Euz piou e ret-hu goab ?
A enep piou e tigorret-hu eur genou ledan,
Hag e tennet-hu ho teod ?
N’oc’h-hu ket bugale dizent,
Eur ras gaouiat ;
5 Euz en em domma en kichen an derwennou,
Dindan pep gwezen c’hlaz ;
O vouga ar vugale en traouniennou,
Dindan toulou ar reier ? ?
6 Mein lufeet an dourred a zo da loden ;
Setu aze, setu aze da loden ;
Dezhi eo e rez ive da skuliadurezou,
E kinnigez ar c’hinnig ;
Hellout a rafen en em herzel da ze ?
7 Lakaat a rez da wele var eur menez huel ha savet,
Hag e piniez eno evit sakrifia.
8 Lakaat a rez da envor endreg an nor hag ar peul ;
Rag na gwiteez ket ac’hanoun nemert evit en em dizolo ha piniet aze ;
Ledanaat a rez da wele, ha gant ar re ze eo en em unanez ;
Karout a rez ho zrafik, dibab a rez eul lec’h.

634