Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/643

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 58.

9 Mont a rez da gichen ar roue gant eol,
Ha niveri a rez da barfumou ;
Kas a rez da ganaded pell bras,
Hag e lekeaz anezhei da zisken bete lec’h ar re varo.
10 En em skwiza a rez dre hirded an hent ;
Na leverez ket : En vên eo !
Kaout a rez c’hoaz nerz ho torn ;
Abalamour da gement se eo ne gwezez ket.
11 Piou eta ec’h euz-te doujet ha bet aoun dirazhan, evit beza difeal,
Evit tremen hep ma envori ha kaout sonj ouzin ?
Tevel a reen, n’eo ket gwir ? hag abaoe pell zo ;
Dre ze, n’am doujez ken ?
12 Rei a rin da anaout da reizded,
Ha da oberiou, pere na rafont ket a vad d’id.
13 Pa grii, ma telivrfont ac’hanout an doueou ec’h euz dastumet !
Setu, an avel ho savo holl, eur c’houezaden ho dizougo.
Mes an hini en em denn d’am c’haout, a choumo er vro,
Hag a berc’henno va menez santel.
14 Hag e leverfer : Pleneet, pleneet, kempennet an hent !
Sevet pep harz euz hent va fobl !
15 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Huel-Meurbet,
Pehini a choum en eur choumaj peur-baduz, hag a behini an hano a zo santel :
Choum a ran en eul lec’h huel ha santel,
Ha gant an den diskaret hag humbl a spered,
Evit beoat spered ar re humbl,
Evit beoat kaloun ar re a zo diskaret.
16 Rag na stourmin ket da virviken,
Ha na vezin ket erezet atao ;
Rag ar spered a vankfe dirag va fas,
Hag an ineou em euz krouet.
17 Abalamour da zrougiez he c’hounid, oun en em erezet hag em euz skoet ;
Kuzet em euz va fas, hag oun en em erezet ;
Hag an disent hen deuz heuliet hent he galoun.
18 Me em euz gwelet he henchou,
Hag e wellain anezhan ;
Me a reno anezhan hag a roio dezhan dic’hlac’hariou,
Dezhan ha d’he re pere a zo en kanvou.
19 Me eo a grou freuz ar muzellou :
Peoc’h, peoc’h, d’an hini a zo pell ha d’an hini a zo tost !
A lavar an Aotrou.
Ia, me a iac’hao anezhan.
20 Mes ar re drouk a zo evel ar mor kemesket,
Pehini ne hell ket en em zioullaat.
A behini an doureier a daol kwit fank ha limouz.
N’euz ket a beoc’h evit ar re drouk, a lavar va Doue.

58 Kri a leiz da c’houzouk, n’en em dalc’h ket ;
Sav da vouez evel eun drompil ;
Diskleri d’am fobl ho drougiez,
Ha da di Jakob he bec’hejou !
2 Rag, deiz goude deiz, e klaskont ac’hanoun
Hag he fell dezhei anaout va henchou,
Evel eur vroad pehini he defe pratiket ar reizded
Ha ne defe ket dilezet lezen he Doue ;
Goulen a reont ouzin barnedigezou reiz,
Fellout a ra dezhei tostaat da Zoue.
3 Perag hon deuz-ni iunet, hep ma lakaez evez a gement se,
Ha glac’haret hon ineou, hep ma c’hanavejez ze ?—
Setu, en ho teiz a iun, e ret ho polontez
Hag e treitouret gant kaleder ho c’holl mevelien.
4 Setu, iun a red evit en em dirolli ha disputi,
Hag evit skei gant an dorn gant drouk ;
Na iunet ket evel ma fell d’an deiz se,
Evit ma vefe klevet ho mouez d’an nec’h.
5 Hennez eo ar iun en pehini e kemeran plijadur,
Eun deiz en pehini e c’hlac’har an den he ine ?
Ha beza izelaat he benn evel eur vroenen.
D’en em c’hourve var ar sac’h hag al ludu ?
Gervel a ri-te kement se eur iun,
Eun deiz deread d’an Aotrou ?
6 N’eo ket kentoc’h ar iun en pehini e kemeran plijadur,
Ma vezo dizereet liammou an drougiez,
Ma vezo dizereet koreou ar ieo,
Ma vezo kaset libr ar re vac’het,
Ha ma vezo pep ieo bruzunet.

635