N’em euz ket lavaret da lignez Jakob :
Klasket en ven ac’hanoun.
Me eo an Aotrou pehini a ziskleri ar pez a zo just,
Hag a ziskleri ar pez a zo eeün.
20 En em dastumet ha deuet, taosteet a unvan,
Re dec’het euz ar broadou !
N’ho deuz ket a anaoudegez, ar re a zoug ho idol koad,
Ha pere a gas ho feden da eun doue pehini na zaveta ket.
21 Diskleriet dezhan, lakait anezhei da zont,
Ha ma en em guzulifont a unan !
Piou hen deuz roet da glevet an traou ze abaoe ar penn kenta,
Hag hen deuz ho diskleriet abaoe pell zo ?
N’eo ket Me, an Aotrou ?
Ha n’euz ket a Zoue all nemert Oun.
N’euz Doue just ha zalver ebet, nemert Oun.
22 Sellit entrezeg ennoun ha bezet salvet,
C’hwi holl bennou an douar !
Rag Me a zo Doue, ha n’euz hini all ebet.
23 Touet em euz drezoun va unan,
Hag euz va genou eo deuet ar wirione, eur gir pehini na vezo ket dislavaret :
Eo pep glin a blego dirazoun,
Ha pep teod a douo dreizoun ;
24 Lavaret a refeer ac’hanoun : Ar reizter hag an nerz a zo d’an Aotrou hepken !
Dezhan e teuo, mezek,
Ar re holl en em goler a enep dezhan.
25 Holl eur-vad Israel
A vezo justifiet gant an Aotrou hag en em veuli a raio ennhan.
46 Bel a zo diskaret ; Nebo a gwez ;
Ho statuo a ia gant al loened, gant al loened labour ;
An doueou a zougac’h,
Karga a reer anezhei evel eur sam var gein eul loen skwizet.
2 Diskaret int, kweza a reont a unvan,
Na hellont ket savetaat ar sam ;
Int ho unan, a ia en esklavach.
3 Selaouet ac’hanoun, ti Jakob,
C’hwi holl, nemorant ti Israel,
A behini oun en em vec’hiet adaleg kov ar vam,
Pehini em euz douget adaleg ho kanedigez.
4 Beteg ho kozni e vezin ar memeuz hini,
Hag e skoazellin ac’hanoc’h beteg ar gozni wen,
E c’hroet em euz, ha me ho tougo c’hoaz ;
Me ho skoazello, hag a savetao ac’hanoc’h.
5 Euz piou e c’henvelfet ac’hanoun, ha piou a refet egal d’in ?
Gant piou e refet fas d’in, evit kaout ac’hanomp henvel ?
6 Skulia a reont an aour euz ho ialc’h
Hag e pouezont an arc’hant er valans,
Pea a reont eun orfedour evit ober eun doue anezhan ;
He adori a reont, hag en em stouont dirazhan.
7 Dougen a reont anezhan, he zamma var ho skoaz,
Lakaat a reont anezhan en he blas, hag e choum eno ;
Na finvo ket euz he blas.
Goude e krier dezhan ; mes na respount ket,
Ha ne saveta ket euz an dristidigez.
8 O pezet sonj euz an traou ma, ha bezet tud !
Digaset anezhei da sonj d’ho kaloun, disleal !
9 Ho pezet sonj euz an traou kenta, reou an amzer goz ;
Rag Me a zo Doue, ha n’euz ket a reou all ;
Me a zo Doue, ha n’euz ket a reou all eveldoun ;
10 Diskleria a ran adaleg ar penn-kenta ar pez a dle c’hoarvezout,
Ha pell araog ar pez n’ema ket c’hoaz ;
Me a lavar : Va mennek a zalc’ho,
Hag ober a rin va bolonte holl.
11 Gervel a ran euz ar savheol evn ar preiz,
Hag euz eun douar pell, den va c’hoantou.
Ar pez em euz lavaret, a lakaan d’en em gaout ;
Ar pez em euz rag lavaret, a ran.
12 Selaouet ac’hanoun, tud kaledet a galoun,
Pere en em bella euz ar reizter !
13 Lakaat a ran va reizter da zont, n’ema ket pell :
Va zilvidigez na zaleo ket.
Lakaat a rin ar zilvidigez en Sion
Ha va gloar en Israel.
47 Disken, aze-te er boultren,
Gwerc’hez, merc’h Babel.
Aze-te d’an douar ; trôn ebet ken,
Merc’h ar Galdeed !
Rag ne vezi ken galvet an dilikat, ar c’houantek.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/633
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 46, 47.
625