2 Kemer an daou vean ha mal bleud ;
Disra da blanjennou, en em divouto,
Dizolo da zaoulin, tremen rivierou.
3 Ma vezo da noazded dizoloet,
Ha ma vezo gwelet da vez !
Me a raio vanjans,
Ne espernin den.
4 Hon Redemptor a zo galvet Aotrou an armeou,
Ar Zant a Israel !
5 Choum en zioulded, tec’h en devalijen,
Merc’h Kalde !
Rag ne vezi ket galvet renerez ar rouantelezou.
6 Erezet e oan a enep va fobl ;
Profanet em euz va heritach,
Ho lekeat em euz en da zaouarn :
N’ec’h euz ket groet a drugarez en ho c’henver,
Lakeat ec’h euz da ieo da boeza pouner var an den koz.
7 Lavaret ec’h euz : Me a reno da virviken !
Kement ken na daolez ket a evez euz an traou ma,
Na sonjez ket pehini e vije an achu anezhei.
8 Ha brema, selaou kement ma, c’hoantez,
Pehini a choum er zurded,
Pehini a lavar en da galoun :
Me, ha nikun all ebet nemert oun !
Na zeuin ket intanvez,
Na anavezin ket kanvou ar vugale !
9 Dont a rafont varnout, an daou dra ze, en eur pennad hag en eur memeuz deiz,
Kanvou ar vugale hag an intanvesach ;
Dont a rafont varnout, hep ma ne vanko netra,
En despet d’an niver euz da sortilachou,
En despet d’an niver euz da strobinellou !
10 En em fiziet out en da valis,
Hag ec’h euz lavaret : Den na wel ac’hanoun.
Da furnez ha da skiant ho deuz da droumplet,
Hag ec’h euz lavaret en da galoun.
Me, ha nikun all nemert oun !
11 Mes eur boan a zeuo varnout,
Pehini n’az pezo ket gwelet o poenta ;
Eur glac’har a gwezo varnout,
Pehini na helli ket distrei ;
Eun distruj ha n’az pezo ket adgwelet a zeuo
Varnout buhan.
12 En em diskouez gant da strobinellou
Ha gant an niver euz da sortilechou,
Da bere out en em skwizet adaleg da iaouankiz !
Marteze helli tenna profit outhei,
Marteze en em renti te euzuz !
13 Skwiz out euz an niver euz da guzuliou.
Ma en em diskouefont,
Ar re pere a ra goulennou euz an envou,
A evesa ar stered,
Pere a ra ho frezegennou d’al loariou nevez !
Ma telivrfont ac’hanout euz ar pez a ia da zont varnout !
14 Setu int-hi deuet evel zoul ; an tân a zev anezhei.
N’en em savetafont ket a c’halloud ar flammou ;
Na vezo ket eur c’hlaouen da boazet ho bara,
Nag eun tân da azeza en he gichen.
15 Evel se ema evidout ar re gant pere out en em skwizet,
Gant pere e werzez adaleg da iaouankiz :
Kerzet a reont pep hini euz he du ;
N’euz den da savetaat ac’hanout.
48 Selaouet kement ma, ti Jakob,
C’hwi pere a zoug an hano a Israel,
Ha pere a ia euz a vammen Juda ;
Pere a dou dre hano an Aotrou
Hag a veul Doue Israel,
Hep gwirionez na justis.
2 Rag kemer a reont hano ar gear santel,
Hag en em harpa a reont var Doue Israel,
A behini an hano a zo Aotrou an armeou.
3 Diskleriet em euz abaoue pell zo an traou kenta ;
Deuet int euz va genou, hag em euz embannet anezhei ;
Souden em euz groet anezhei, hag int deuet.
4 Rag gouzout a reen e oaz kaledet,
Eo da c’houzouk eur sparl houarn,
Hag ec’h euz eun tal arem.
5 Dre ze em euz diskleriet d’id an traou ma abaoe pell zo,
Roet em euz anezhei d’id da anaout araog ma erujont,
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/634
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 48.
626