Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/629

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 43.

24 Piou Hen deuz livret Jakob en preiz,
Hag Israel d’ar re a bille anezhan ?
N’eo ket an Aotrou,
A enep pehini hen deuz pec’het,
A behini n’ho deuz ket heuliet an hent,
A behini n’ho deuz ket selaouet al lezen ?
25 Dre ze hen deuz skuliet var Israel tân he goler,
Violans ar brezel ;
He devet hen deuz a bep tu, ha n’euz ket komprenet ;
He guzumet he deuz, ha n’euz ket lakeat evez.

43 Brema, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an nep Hen deuz da grouet, o Jakob !
An Hini Hen deuz da zoareet, o Israel !
N’az pez ket a aoun, rag dasprenet em euz ac’hanout ;
Da c’halvet em euz dre da hano, d’in out.
2 Pa dreuzi an doureier, me a vezo ganez ;
Hag ar rivierou na c’holofont ket ac’hanout.
Pa dremeni dre an tân, na vezi ket devet,
Hag ar flam ne guzumo ket ac’hanout.
3 Rag Me eo an Aotrou da Zoue.
Sant Israel, da Zalver.
Me a ro evit da ranson an Ejipt ;
Kush ha Seba evidout.
4 Abalamour ma out prisiuz d’am daoulagad,
Ma out enoret ha ma karan ac’hanout,
Me a ro tud ez plas
Ha broadou en traok euz da vuez.
5 N’az pez ket aoun, rag Me a zo ganez ;
Me a zigaso da rumach euz ar savheol,
Me a zigaso da lignez euz ar c’husheol.
6 Me a lavaro d’an hanter-noz : Ro !
Ha d’ar c’hreisteiz : Na zalc’h ket !
Digas va mibien euz ar broiou pell,
Va merc’hed euz penn an douar ;
7 Ar re holl a zo galvet euz va hano,
Pere em euz krouet evit ma gloar,
Em euz doareet hag em euz groet !
8 Laka da zont er meaz ar bobl dall, hen deuz daoulagad,
Hag ar re vouzard ho deuz diouskouarn.
9 Ma en em dastumo an holl vroadou,
Ha ma vezo ar boblou unanet !
Pehini anezhei a zisklerio kement se ?
Ma raio deomp klevet ar c’henta rag-lavariou ;
Ma produfont ho zestou, ha ma en em justififont ;
Ma vefont klevet ha ma leverfont : Ar wirione eo !
10 Va zestou oc’h, a lavar an Aotrou,
C’hwi ha va zervicher pehini em euz choazet,
Evit ma wifac’h ha ma kredfac’h,
Ha ma komprefac’h eo Me !
N’euz ket bet a Zoue groet araog d’in,
Ha na vezo ken var va lerc’h.
11 Me eo, Me eo Pehini Oun an Aotrou
N’euz Salver ebet nemert oun.
12 Me eo em euz diskleriet an delivrans, em euz roet anezhei hag he roet da anaout ;
Ha n’eo ket bet en ho touez eun doue diaveziad ;
Va zestou oc’h, a lavar an Aotrou,
Ha me a zo Doue.
13 Araog zoken ma oe an deiz, Me a oa,
Ha den na hell savetaat euz va dorn ;
Me a raio al labour ; piou a harzo anezhan ?
14 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou
Ho Redemptor, Sant Israel :
Abalamour deoc’h, e kavan an enebour a enep Babilon
Me a laka anezhei holl da zisken en tec’herien.
Hag e klever kri ar Galdeed var al listri.
15 Me, an Aotrou, Me eo ho Sant,
Krouer Israel, ho roue.
16 Evelhen a lavar an Aotrou,
An nep hen deuz digorret eun hent er mor
Hag eur wenojen en doureier gallouduz :
17 Pehini Hen deuz lakeat ar c’hirri hag ar c’hezek
Da vont er meaz, an arme hag ar vrezellerien grenv,
Evit beza gourvezet a unvan, ha tremen hep en em zevel ken,
Evit beza mouget, lazet evel eur vouchen lin.
18 N’ho pezet ken a sonj euz an traou tremenet,
Na evesaet ken ar re euz an amzer goz.

621