Diskleria a raio ar justis d’ar boblou.
2 Na grio ket ; na zavo ket he vouez,
Ha ne vezo ket klevet er ruou.
3 Na vruzuno ket ar gorzen dorret,
Ha na vougo ket ar vouchen a zivoget c’hoaz ;
Diskleria a raio ar reizter gant gwirionez.
4 Na c’horrekaio ha n’en em vuanaio ket,
Bete ma hen devezo lekeat ar justis var an douar ;
Hag an enezennou a espero en he lezen.
5 Evelhen hen deuz lavaret Doue, an Aotrou,
Pehini hen deuz krouet an envou ha displeget anezhei,
Pehini Hen deuz astennet an douar gant kement a brodu ;
Pehini a ro an halen d’ar bobl a zo varnezhi.
Hag ar c’houezaden d’ar re a vale ebarz :
6 Me, an Aotrou, em euz da c’halvet er reizter ;
Kemer a rin ac’hanout dre an dorn,
Da ziwall a rin ; me a roio ac’hanout evit konvenans d’ar bobl,
Hag evit sklerijen d’ar vroadou,
7 Da zigerri daoulagad ar re dall,
Evit lakaat da vont er meaz euz ar prizoun an esklav,
Hag euz ar c’hachot ar re a choum en devalijen.
8 Me eo an Aotrou ; hennez eo va hano.
Na roin ket va gloar da unan all,
Na va meulodi d’an idolou.
9 Setu, an traou kenta a zo c’hoarvezet,
Hag he tisklerian reou nevez ;
Me a ro anezhei da anaout deoc’h araog ma erufont.
10 Kanet d’an Aotrou eur ganaouen nevez !
Kanet he veulodi euz a bennou an douar,
C’hwi pere a verde var ar mor, ha kement a zo ebarz,
An enezennou hag ho zud !
11 Ma savo an distro hag he geariou ho mouez,
Hag an tantennou el lec’h ma choum Kedar !
Ma kano tud ar reier gant joa !
Ma vezo losket kriadennou a joa euz lein ar meneziou !
12 Ma rafont gloar d’an Aotrou,
Ha ma embanfont he veulodi en enezennou !
13 An Aotrou a zeui er meaz evel eur c’halounek ;
Dihuni a raio he arder evel eun den a vrezel ;
Leuskel a raio kriadennou euzuz ;
Displega a raio he nerz var he enebourien.
14 ,Tavet em euz abaoe pell zo,
Miret em euz ar zioulded, en em dalc’het oun ;
Mes krial a rin evel an hini a williout,
Dihalani a rin ha ber e vezo varnoun asamblez.
15 Difreuza a rin meneziou ha krec’hiennou,
Ha dizec’ha a rin ho holl glazeur ;
Trei a rin ar rivierou en douar stard,
Ha disec’ha a rin ar stankou.
16 Lakaat a rin ar re dall da vale dre eun hent pehini ne anavezent ket ;
Ho ren a rin dre wenojennou dizanavezet ;
Dirazhei e troin an devalijen en sklerijen,
Hag al lec’hiou tosennek en plenen.
Kement se a rin dezhei, ha na zilezin ket anezhei.
17 Mes mont a rafont var adre ha goloet e vefont a vez
Ar re en em fiz en imachou kizellet,
Pere a lavar d’an idolou teuzet :
Hon doueou hoc’h !
18 Re vouzard, selaouet ;
Ha c’hwi re dall, sellet ha gwelet !
19 Piou a zo dall nemert va zervicher,
Ha bouzard evel ar c’hannad a gasan ?
Piou a zo dall evel an hini a oe leuniet a vadou,
Dall evel zervicher an Aotrou ?
20 Gwelet ec’h euz kalz a draou, mes n’ec’h euz ket lakeat evez anezhei ;
Ho tiouskouarn a zo digor,
Ha na glevet netra.
21 An Aotrou a zo en em blijet, abalamour d’he reizder,
Da rei eul lezen vras ha manifik.
22 Ha koulskoude, eo eur bobl pillet ha diwisket
Holl int chadennet en poullou
Ha taolet en prizouniou
Livret int en preiz, ha nikun na zelivr anezhei ;
Beza int diwisk, ha den ne lavar : Ro anezhan deomp !
23 Piou ac’hanoc’h a bresto skouarn da gement ma, da zelaou
Ha da glevet an amzer da zont ?
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/628
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 42.
620