Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/627

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 42.

10 N’az pez ket a aoun, rag me a zo ganez ;
Na vez ket kollet, rag me eo da Zoue !
Da nerza a ran, da zikour a ran,
Hag e kendalc’han dre du deou va reizder.
11 Setu, ar re holl en em goler a enep d’id, a vezo mezek ha pinouz.
Kaset e vefont da netra hag ez afont da goll,
Ar re en em zav a enep d’id.
12 Ho c’hlask a ri ha n’ho c’havi ket,
Ar re a zispute a enep d’id
Ar re a rea d’id ar brezel,
A beriso hag a vezo kaset da netra.
13 Rag me eo an Aotrou da Zoue,
Pehini a gemer ac’hanout dre an dorn,
Hag a lavar d’id : N’az pez ket a aoun,
Me eo da skoazel !
14 N’az pez ket a aoun, prenv Jakob,
Nemorant dinerz a Israel :
Me eo da zikour, a lavar an Aotrou ;
Sant Israel eo da Redemptor.
15 Setu, e ran ouzit eur freuz lem, nevez
Hag armet a droc’herien ;
Mac’ha a ri ar meneziou,
Bruzuni a ri anezhei,
Hag he lakai ar c’hrec’hiennou henvel euz pell.
16 Ho gwentet a ri, an avel a zizougo anezhei,
An tempest ho sklabezo ;
Mes te, te en em laouenao en Aotrou,
En em c’hlorifia a ri en Sant Israel.
17 Ar re glac’haret hag ar re druezus a glask doureier ha pere n’ho deuz ket,
A behini an teod a zo dizec’het gant ar sec’hed,
Me, an Aotrou, ho selaouo ;
Me, Doue Israel, na zilezin ket anezhei.
18 Lakaat a rin rivierou var an huelderiou,
Ha mammennou en kreiz an traoniennou ;
Trei a rin an distro en stang,
Hag an douar sec’h en mammennou dour ;
19 Lakaat a rin ar gwez sedr en distro, an akasia,
Ar mirt hag an olivez ;
Planta a rin ar sipre er zioulder,
An till hag ar beuz asamblez ;
20 Evit ma welfont ha ma wifont,
Ma evesafont ha ma komprenfont holl
Hen deuz dorn an Aotrou groet an traou ma,
Sant Israel eo an oberer.
21 Kinniget ho kaoz,
A lavar an Aotrou ;
Diskouezit ho preuvennou,
A lavar roue Jakob.
22 Ma tiskwefont anezhei ! ma tisklerifont deomp
Ar pez a dle en em gaout !
Ho profesiou kenta, petra e oent hi ?
Diskleriet kement se deomp, ha ni a lakao evez en ze,
Hag a wio an doare outhan.
Pe lakait ac’hanomp da glevet an traou da zont ;
23 Diskleriet an traou en em gavo divezatoc’h,
Ha ni a wio penaoz oc’h doueou.
Groet ive vad, pe drouk,
Ha ni hen gwelo, hag a evesao anezhan asamblez.
24 Setu, oc’h nebeutoc’h evit netra,
Hag ar pez a ret eo an netra zoken ;
Eun euzusted eo en em blijout ennoc’h.
He savet em euz euz an hanternoz, hag eo deuet ;
Euz ar savheol e c’halvo va hano ;
Bale a ra var ar brinsed evel var ar fank,
Evel ma vac’h ar poder ar pri.
26 Piou hen deuz he ziskleriet adaleg ar penn-kenta, evel ma wefemp ;
Piou hen deuz he lavaret araog, ma lavarfemp : Just eo ?
Mes den n’hen deuz hen diskleriet, den n’hen deuz he roet da anaout,
Den n’euz klevet ho komzou.
27 Me eo, pehini da genta em euz lavaret da Sion : Setu int hi ama, setu int hi ama ;
Kas a rin da Jerusalem eur c’hannad a gelou mad.
28 Sellet em euz ha ne oa den,
Kuzulier ebet da guzuli en ho zouez,
Evit ma respountfet.
29 Setu, n’emaint holl nemert mogeden ;
Ho labouriou n’int nemert netra,
Hag ho idolou teuzet nemert eur c’houezaden vên :

42 Setu va zervicher, an hini a soutennin,
Va choazet, en pehini e kemer va ine plijadur.
Lakeat em euz va Spered varnezhan ;

619