Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/614

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 28.

Hag eun nerz evit ar re a genvout an enebour euz an doriou.
7 Mes int a vransel, int ive, gant ar gwin ;
Trubuliet int gant ar servoaz ;
Sakrifierien ha profeded a vransel gant ar servoaz,
Gonezet int gant ar gwin,
Ha trubuliet gant ar servoaz ;
Bransellat a reont en eur brofetiza,
Ija a reont o renta ar justis.
8 Ho holl daoliou a zo leun a c’hoedadur hag a draou louz ;
N’euz ken a blas !
9 Da biou e fell dezhan kelen ar furnez,
Ha da biou rei da glevet ar gelennadurez ?
Ha da vugale dizounet eo,
Diframet euz ar vron ?
10 Rag rei a ra lezen var lezen, lezen var lezen.
Reglen var reglen, reglen var reglen,
Eun tam ama, eun tam aze.
11 Evel se eo dre vuzellou hag a vrigouil
Ha dre eun teod diaveziad
Eo e komzo d’ar bobl ma.
12 Lavaret a reaz dezhei : Ama ema an diskwiz,
Ma rofet ehan d’an hini a zo bec’hiet,
Ama ema ar soulajamant.
Mes n’eo ket fellet dezhei selaou.
13 Dre ze gir an Aotrou a vezo dezhei
Lezen var lezen, lezen var lezen,
Reglen var reglen, reglen var reglen,
Eun nebeut ama, eun nebeut aze ;
Abalamour en eur vale ma kwefont var adre, ma vefont friket
Ma kwefont er pech, ha ma vefont kemeret.
14 Dre ze, selaouet gir an Aotrou, tud goaperien,
Pere a ren var ar bobl ma a Jerusalem.
15 Rag lavaret a ret : Groet hon deuz konvenans gant ar maro,
Hag hon euz groet marc’had gant ar bez ;
Pa dremeno ar walen divorded, na dapo ket ac’hanomp ;
Rag kemeret hen deuz an dromplerez evit digemer, hag ar gaou evit boden.
16 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Setu, em euz lakeat en Sion eur mean,
Eur mean korn, eseet ha prisiuz, lakeet solid ;
An hini en em harpo varnezhan na dec’ho ket.
17 Kemer a rin an eeünder evit reol
Hag ar reizder evit nivo ;
Hag ar grizil a gendougo digemer an droumplezon,
Hag an doureier a veuo boden ar gaou.
18 Ho konvenans gant ar maro a vezo kaset da netra,
Hag ho marc’had gant ar bez na zalc’ho ket.
Pa dremeno ar walen divorded e vefet gwasket ganthi.
19 Kerkent ma tremeno, e krogo ennoc’h ;
Rag tremen a raio beure goude beure, a zeiz hag a noz,
Hag ar spount hepken a vezo ho kelennadurez.
20 Rag ar gwele a vezo re vêr evit en em asten ennhan,
Hag ar golo re voan, pa c’hoantafer en em c’holo.
21 Rag an Aotrou en em savo, evel en menez Peratsim ;
En em erezi a raio, evel en traounien Gabaon,
Evit ober he labour, he labour dizanavezet,
Hag evit ober he labour, he labour dic’hizet.
22 Ha brema, na rit ket ar voaperien,
Gant aoun na adserfet hoc’h ereou ;
Rag klevet em euz penaoz an distruj a zo merket
Gant an Aotrou, Aotrou armeou, a enep an douar.
23 Prestet skouarn, selaouet va mouez ;
Bezet eveziek, selaouet va c’homz !
24 Al labourer a fell dezhan hada, ha labouret a ra bepred ?
Ha beza ema atao o tigerri hag o freuzet he zouar ?
25 Pa hen deve pleneet ar gorre,
Na skul hen ket an anet, na had hen ket ar c’humin ?
Ne laka hen ket ar gwiniz dre renkou,
An heiz er plas merket,
Hag ar mêl var an tuou ?
26 He Zoue a zisk dezhan ar reol da huel,
Hag a gelen anezhan.
27 Rag an anet na ve ket gwasket gant ar rul ;
Na lekeer ket da drei var ar c’humin rod ar c’har ;
Mes pilet a reer an anet gant eur walen,
Hag ar c’humin gant eur fust.
28 Dorna a reer an hed,

606