Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/615

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 29.

Mes ne wasker ket anezhan hep fin,
En eur vouta rod ar c’har, ha treid ar c’hezek
Na frikont ket anezhan.
29Kement se a zeu ive euz Aotrou an armeou,
Pehini a zo deread en kuzul ha manifik en doareou.

29 GWAL-EUR da Ariel ! Ariel,
Kear el lec’h ma kampaz David !
Lekeet bloaz var bloaz,
Ma tistroio ar gweliou tro da zro,
2 Ha me a lakao Ariel el lec’h enk ;
Ne vezo nemert klemmou hag huanadou ;
Mes beza e vezo evidoun eun Ariel.
Kampa a rin a enep d’id tro da zro
3 Me a zerro ac’hanout gant postou armet,
Sevel a rin a enep d’id krenvou.
Izeleet e vezi ; komz a ri evel a zindan an douar,
4 Ha da c’hir a ielo divouk euz ar boultren ;
Da vouez a binio euz an douar evel hini eur galver sperejou ;
Da c’hir a vezo evel eur c’hrosmol o tont euz ar boultren.
5 Mes banden da enebourien a vezo evel ar boultren munut.
Ha banden an dud galloudek evel ar pell a ia gant an avel ;
Ha kement se en eun taol, en eur pennad.
6 Kastiet e vezi gant Aotrou an armeou,
Gant kurunou, krenediennou douar hag eun drouz vras,
Gant tempest, an arne
Ha flam eun tân devoruz.
7 Hag evel ma c’hoarve en eun huvre, en eur welidigez noz,
Evel se e vezo euz an niver euz an holl boblou pere a vrezel a enep Ariel,
Euz ar re holl a grog ennhan, hi hag he nerz,
Ha pere he zerro a dost.
8 Evel ma sonj eun den marnaounek he tebr,
Mes pa en em dihun, he ine a zo goullo ;
Hag evel ma sonj eun den sec’hedik eva,
Mes pa zihun, setu ema dinerz hag he ine a zo sec’hedik ;
Evel se e vezo gant an holl vanden broadou
A vrezellio a enep menez Sion.
9 Bezet souezet ha nec’het !
Bezet dallet ha tevaleet !
Mezo int, mes nan gant gwin ;
Bransellet a reont, mes nan gant servoaz !
10 Rag an Aotrou hen deuz skuliet varnoc’h eur spered a vorgousk ;
Serret Hen deuz ho taoulagad, — ar brofeded ;
Gwelet Hen deuz ho pennou — ar gwelerien.
11 Evel se an holl welidigezou a zo deuet evidoc’h evel gir eul levr ziellet,
Pehini a rofet da eun den a wefe lenn, en eur lavaret dezhan :
Lenn kement ma !
Ha pehini a respountfe : Ne hellan ket, rag siellet eo ; —
12 Pe a rofet da eun den
Pehini na wefe ket lenn, o lavarout dezhan :
Lenn kement ma !
Ha pehini a respountfe : Na ouzon ket lenn.
13 Hag an Aotrou a lavaraz : Pa dosta ar bobl ma d’in a c’henou,
Ha pa enor ac’hanoun euz he muzellou,
Mes ho c’haloun a zo pell ouzin ;
Pa eo gwir an doujans ho deuz ouzin
N’eo nemert eur gourc’hemen kelennet gant an dud ;
14 Abalamour da ze, setu e kendalc’hin da ober burzudou en kenver ar bobl ma,
Miraklou ha burzudou ;
Furnez he re fur a ielo da goll,
Ha skiant he re skiantek a dec’ho kwit.
15 Gwal-eur d’ar re a guz doun ho c’hoantou,
Evit ho laerez digant an Aotrou,
Pere a ra ho labour en devalijen,
Ha pere a lavar : Piou a wel ac’hanomp, ha piou a anavez ac’hanomp ?
16 Tud fall ma ez oc’h,
Ar pri hag istimet e vezo evel ar poder ?
Kement ken a lavaro eul labour euz an hini hen deuz groet anezhan : N’hen deuz ket groet ac’hanoun ;
Ha ma lavaro al labour euz an oberer : Ne anavez netra ?
17 C’hoaz eun nebeut amzer,
Al Liban na vezo ket troet en liorz,
Hag al liorz sellet evel eur c’hoad ?
18 En deiz ze ar re vouzard a glevo komzou al levr ;
Ha daoulagad ar re dall,

607