Beza e vefont evel gloar bugale Israel,
A lavar Aotrou an armeou.
4 En deiz se, gloar Jakob a vezo bihaneet,
Hag he lard a droio en treudoni.
5 Beza e vezo evel pa zastum ar skeudennou meder an hed,
Ha ma troc’h he vrec’h an tamoez ;
Beza e vezo evel pa zastuer an tamoez
En traounien Refaim.
6 Mes menel a raio eno eun tamoezeur benag, evel pa ijer ar wezen olivez ;
Diou, teir olivezen en beg,
Peder pe bemp frouezen en brankou produuz,
A lavar an Aotrou, Doue Israel.
7 En deiz ze, an den a droio he zaoulagad entrezeg an Hini Hen deuz groet anezan ;
Hag he zaoulagad a zello euz Sant Israel.
8 Na droio ken he zaoulagad entrezeg an aoteriou,
Labour he zaouarn,
He na zello ken euz ar pez hen deuz groet he zaouarn,
Skeudennou Ashera hag imajou an heol.
9 En deiz ze, he c’heariou krenv a vezo
Evel lec’hiou dilezet a goad hag a grec’hiennou,
Pere a oe dilezet dirag bugale Israel,
Ha pere a zeuaz eun distro.
10 Rag ankwezet ec’h euz Doue da zilvidigez,
Ha n’ec’h euz ket bet a sonj euz a roc’h da dec’hidigez.
Abalamour da ze he rez plantationou deread,
Hag e lekeaz ennhei plant diaveziad.
11 En deiz ma plantez, e rez ar stoufaden,
Hag euz ar beuree e lekeaz da had da ziouan ;
Mes, en deiz ar jouisans, an eost hen deuz tec’het,
Hag ar glac’har a zo hep esperans.
12 Oh ! pebeuz krozmol euz a eur bobl niveruz,
Pere a ra eun drouz evel trouz ar mor !
Pebeuz kemesk a vroadou,
Pere a groz evel ma kroz an doureier gallouduz !
13 Ar broadou a groz, evel ma kroz an doureier bras :
Mes gourdrouzi a ra anezhei, hag e tec’hont pell,
Kaset kwit evel ar pell gant an avel var ar meneziou,
Evel ar boultren dirag an tempest.
14 Da amzer an abardaez, setu eur spouron souden ;
Araog ar beure n’emaint ken.
Evel se eo partach ar re ho deuz hon diwisket,
Ar zort digwezet d’ar re ho deuz laeret ac’hanomp.
18 O te, douar a behini an eskel a drouz,
Pehini a zo en tu all da rivier Kush ;
2 Pehini a gas kannaded var ar mor,
En listri broen, ha flojeal var an doureier !
It, kannaded skanv, entrezeg ar vroad gallouduz ha skanv,
Entrezek ar bobl drouk tost ha pell,
Entrezek ar vroad gallouduz ha pehini a vac’h gant an treid,
A behini ar vro a zo troc’het gant rivierou.
3 C’hwi, holl dud ar bed, ha c’hwi pere a choum er vro,
Sellit euz ar banier savet var ar meneziou,
Selaouet an drompil pehini a zon !
4 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou d’in :
En em derc’hel a ran zioul hag e sellan, em choumaj,
En heur tomder devuz an deiz,
Hag euz ar goabren a ro ar c’hlizen, en tomder an eost.
5 Rag, araog an eost, pa vezo achu ar fleuriaden,
Ha ma vezo ar fleuren eun tokad rezin kazi daro,
He troc’ho ar brankou gant serpou
Sevel a raio kwit ar c’horz hag ho dilamo.
6 Holl e vefont dilezet da lapoused preiz ar meneziou,
Ha da loened an douar ;
Lapoused ar preiz a dremeno an hanv en ho c’hichen,
Hag holl loened an douar a dremeno ar goanv eno.
7 En amzer ze, e vezo digaset profou da Aotrou an armeou
Gant ar bobl krenv ha skanv,
Gant ar bobl euzuz a dost hag a bell,
Gant ar vroad galloudek ha pehini a wask gant an treid,
A behini an douar a zo troc’het a rivierou,
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/606
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 18.
598