An holl bennou a zo touzet,
An holl varo a zo troc’het.
3 Gourizet e oar gant zier en he ruou ;
Var he doennou hag en he blasou,
Pep hini a huanad hag a deuz en daerou.
4 Hesbon hag Eleale a hirvout,
Ho mouez a zo klevet bete Jahats ;
Dre ze brezellerien Moab a losk kriadennou ;
He ine a gren.
5 Va c’haloun a huanad var Moab,
A bere an dec’herien a red bete Tsoar.
Bete Eglath-Shelishija.
Rag piniat a reer en eur wela krec’hien Luchith ;
Rag lakaat a reer da glevet kriaden an distruj en hent Horonajim.
6 Doureier zoken Nimrim n’int nemert dismantr ;
Ar glazeur a zo dizec’het, ar ieot a zo eet kwit,
N’euz ken a c’hlazen.
7 Dre ze an espern ho doa groet, ar pez ho doa lakeat a du,
A zizougont da zour-red an alek.
8 Hag ar c’hriadennou a ra tro harzou Moab
He irvoudou a ia bete Eglaim.
He irvoudou a ia bete Beer Elim.
9 Ha doureier Dimon a zo leun a oad ;
Ha me a gaso var Dimon eur greskadurez a boaniou :
Al leoned a enep re dec’her Moab
Hag a enep ar pez a van er vro.
16 Kaset oaned souveren ar vro,
Kaset anezhei euz Sela, en distro,
Da venez merc’h Sion.
2 Evel evned o nijal ama hag ahont, evel eun nejad spountet,
Evel se e vezo merc’hed Moab en tremen an Arnon.
3 Kemeret ali, goulennet.
Asten en kreiz an deiz da skeud henvel euz an noz ;
Kus ar re gaset kwit,
Na zizolo ket an dec’herien !
4 Ra vano re dec’het Moab en da gichen !
Bez evithei eur voden dirag an distrujer !
Rag ar waskerez e deuz paouezet, an distruj a zo achuet ;
Ar re a waske ar vro a zo eet kwit.
5 Rag eun trôn a vezo lekeat dre an drugarez ;
Ha var an trôn ze e c’hazeo gant fealded, en tanten David,
Eur barner, minion da reizder, buhan da ober justis.
6 Klevet hon deuz ourgouil Moab,
Ar bobl ourgouilluz meurbed, he fae, he ourgouil hag he insolans, hag he c’homz vên.
7 Ra irvoudo eta Moab var Moab ; ra irvoudo pep tra ebarz !
Var distrujou Kir-Hareseth,
Irvouded, gwal diskaret !
8 Rag parkeier Hesbon ha gwinien Sibma a beris ;
Mestrou ar broadou ho deuz bruzunet ho gwella gwiniennou,
Pere en em astenne bete Jaezer,
Pere a gerze en distro,
Hag a bere an taoliou a iea d’en em sklabezi adreuz ar mor.
9 Evel se e welan var gwinien Sibma, evel var Jaezer ;
Ho toura a ran euz va daerou, Hesbon hag Eleale !
Abalamour kriaden ar brezel
A deuz var ho freuz ha var hoc’h eostou.
10 Ar joa hag al levenez ho deuz tec’het euz al liorzou ;
Ken a gân er gwiniennou, ken a griadennou a joa ;
Ken a zastumer da waska ar gwin er beolou !
Lakeat em euz da baouez ar c’hriadennou joaus.
11 Dre ze va bruched a huanad varlerc’h Moab evel eun delen,
Ha va c’haloun var Kir-Herez.
12 Ha pa zeuo Moab ha pa en em diskwezo var al lec’hiou huel,
Pa ez aio er santuar da bedi, ne hello kaout netra.
13 Hennez eo ar gomz Hen deuz an Aotrou diskleriet abaoe pell zo var Moab.
14 Ha brema an Aotrou Hen deuz komzet, o lavarout :
Aben tri bloaz, evel ma ema bloaziou eur meseer,
Gloar Moab a gwezo en disprij,
Gant an holl niver bras ze ;
Hag ar pez a vano, a vezo ken bihan, ha ken nebeut enoret.
17 PROFESI var Damas.
Setu, Damas a baouez da veza eur gear ;
Dont a ra da veza eur bern distruj.
2 Keariou Aroer a zo dilezet ;
Lekeat int d’al loened ;
Choum a reont ennhei, ha den na spount anezhei.
3 Na vezo krenv ebet ken en Efraim,
Na rouantelez ebet en Damas hag en nemorant euz ar Siri.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/605
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 16, 17.
597