Kemeret out dre gomzou da c’henou.
3 Va mab, gra buhan an dra ma : en em denn ac’hane ;
Pa out kwezet entre daouarn da nesa,
Kea, en em stou, ha ped da nesa.
4 Na ro ket na morgousk d’az taoulagad,
Nag a ziskwiz d’az malvennou ;
5 En em denn evel eur iourc’h euz dorn ar chaseer,
Hag evel an evn a euz dorn al lapouseter.
6 DIDALVEZ, kea entrezeg ar verienen,
Sell euz he henchou, ha deuz fur.
7 Ne deuz na mestr,
Nag evesaer, na penn,
8 Kempenn a ra he boned en hanv,
Hag e tastum enpad ar vederez peadra da zibri.
9 Didalvez, bete pegeit he vezi-te gourvezet ?
Pegoulz he savi-te euz da vorgousk ?
10 Eun tam kousket, eun tam moredi,
Eun tam kroaza an diouvrec’h evit diskwiza ;
11 Hag ar baourentez a zeuo evel eur reder,
Hag ar gernez evel eun den armet.
12 AN den fall, an den drouk
A ia gant eur genou a fallentez.
13 Ober a ra zin gant he zaoulagad, komz a ra gant he dreid,
Rei a ra da entent gant he vizied,
14 Ar fallentez a zo er galoun, ijina a ra an drouk en pep amzer,
Lakaat a ra ar stourmadegou da c’henel.
15 Dre ze he ziskar a zeuo en eun taol ;
Buhan e vezo bruzunet, ne vezo ket evithan a iec’hed.
16 C’hwec’h tra zo kaseet gant an Aotrou,
Seiz zoken pere a zo en euzurted dirazhan :
17 An daoulagad balc’h, an teod faos,
An daouarn a skul ar goad didamall,
18 Ar galoun a ra c’hoantou fall,
An treid a hast redek d’an drouk,
19 An test faoz a lavar gevier,
Hag an hini a had stourmadegou entre ar vreudeur.
20 VA mab, mir gourc’hemen da dad,
Ha na zilez ket kelennadurez da vam.
21 Dalc’h anezhei bepred ereet var da galoun,
Ha stag anezhei euz da c’houzouk.
22 Pa valei, e renfont ac’hanout ;
Pa c’hourvezi, ez tiwalfont ;
Pa zifuni, he komzfont ouzit.
23 Rag ar gourc’hemen a zo eul lamp, ar gelennadurez a zo eur sklerijen,
Hag ar gastiz mad da gelen a zo hent ar vuez.
24 Evit da ziwall euz ar vreg fall,
Hag euz teod drouk-peduz eun diaveziadez,
2 Na c’hoanta ket he c’haerder en da galoun,
Ha na lez ket da veza tapet gant he daoulagad.
26 Rag dre garante evit ar vreg fall he ver digaset da eun tam bara,
Hag ar vreg avoultr a gas varlerc’h ine prisiuz an den.
27 Ha gallout a ra unan benag kemer tân en he c’hrubul,
Hep ma tevfe he zillad ?
H28 a bale a rafe unan benag var ar glaou,
Hep ma vefe poazet he dreid ?
29 Beza ema ar memeuz tra evit an hini a ia entrezeg greg he nesa ;
Piou benag a stoko outhi na vezo ket didamall.
30 Na lezer ket hep kastiza al laer pehini na laer
Nemert evit en em leunia, pa hen deve naoun ;
31 Ha mar d’eo souprenet, e roio seiz gwech kement all,
Rei a raio kement a zo en he di.
32 Mes an hini a ra avoultriach gant eur vreg a zo dibourveet a skiant ;
An hini a fell dezhan en em goll a raio ze.
33 Kaout a raio gouliou ha dismegans,
Hag he vezegerez na vezo ket lamet kwit ;
34 Rag oaz ar pried a zo eur fulor,
Hag e vezo didruez en deiz ar vanjans.
35 Ne lakaio evez euz ranson ebet,
Ha ne gemero netra, ha pa greskfez-te zoken ar roiou.
7 VA mab, mir va c’homzou
Ha diwall en da ziabarz va gourc’hemennou.
2 Mir va gourc’hemennou, hag e vevi ;
Mir va c’helennadurez evel mab da lagad ;
3 Ere anezhei euz da vizied,
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/557
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
LAVARIOU, 7.
549