Pella, ha tremen ebiou.
16 Rag na gouskfent ket, ma n’ho defe ket groet eun drouk benag,
Hag ho c’housk a vefe lamet diganthei, ma n’ho defe ket lakeat unan benag da gweza.
17 Rag dibri a reont bara ar fallente,
Hag ec’h evont gwin ar violans.
18 Mes hent ar re wirion a zo evel ar sklerijen lugernuz,
A behini ar skeud a gresk beteg an deiz euz he barfetidigez.
19 Hent ar re fall a zo evel an devalijen ;
Na welont ket ar pez ho lakao da gweza.
20 VA mab, bez eveziek d’am c’homzou,
Prest da skouarn d’am giriou.
21 Ra na bellafont ket euz da zaoulagad,
Mir anezhei en da galoun.
22 Rag beza int buez ar re a gav anezhei,
Ha iec’hed ho holl gorf.
23 Diwall da galoun muoc’h evit pep tra a ziwaller ;
Rag anezhi eo e teu mammennou ar vuez.
24 Pellaa ouzit drougiez ar genou,
Ha faosentez ar muzellou.
25 Ra zello da zaoulagad eeün,
Ha ra en em lakao malvennou da zaoulagad dirazout.
26 Balans hent da dreid,
Abalamour ma vezo stardet da holl henchou.
27 Na zistro nag a zeou nag a gleiz ;
Tenn da droad euz an drouk.
5 VA mab, bez eveziek d’am furnez,
Prest da skouarn d’am frudans ;
2 Evit ma viri ar sonj,
Ha ma tiwallo da vuzellou an anaoudegez.
3 Rag muzellou an diaveziadez a zo evel eun diren vel,
Hag he staon dousoc’h evit an eol.
4 Mes ar pez a zeu outhei a zo c’hoero evel absint,
Ha treuzuz evel eur c’hleze a ziou diren.
5 He zreid a genret d’ar maro ;
He c’hamejou a stin var zu ar bez.
6 Na evesa ket hent ar vuez ;
He gwenojennou en em goll, hi na oar ket pelec’h.
7 Brema eta, va bugale, selaouet ac’hanoun ;
Ha n’en em distroet ket euz komzou va genou.
8 Pellaa da hent outhi,
Ha na dosta ket euz dor he zi ;
9 Gant aoun na rofez da enor da re all,
Ha da vloaziou da eun den kriz ;
10 Gant aoun na zeufe an diavezidi d’en em leunia euz da leve,
Ha na dremenfe en ti an diaveziad ar pez az pefe prenet gant da labour ;
11 Ha na iudfez pa vefez tost euz da fin,
Pa vezo da gorf ha da gig kuzumet,
12 Ha na lavarfez : Ha penaoz he deuz va c’haloun kasaet an diskadurez,
Ha penaoz eo displijet ar gourdrouz d’am c’haloun ?
13 Ha penaoz n’em euz ket sentet euz mouez ar re am c’helenne,
14 Ha n’em euz prestet va skouarn d’ar re am c’helenne ?
Var vete nebeut, e vijen bet plonjet en holl boaniou,
15 En kreiz ar bobl hag an asamble.
Ev dour euz da buns,
16 Hag euz goaziou da vammennou.
Da vammennou a dle en em skul en diaveaz,
Ha da waziou dour var ar plasennon publik ?
17Ra vefont d’id te hepken,
Ha nan d’an diavezidi ganez.
18 Ra vezo da vammen benniget ;
Hag en em laouena euz greg da iaouankiz,
19 Evel euz eur c’haro plijabl hag eur c’havrik grasius ;
Ra laouenao he c’haresou ac’hanout en pep amzer,
Ha bez dalc’hmad stag euz he c’harantez.
20 Ha perag, va mab, en em golfez-te varlerc’h unan all,
Hag he pokfez-te da vruched eun diaveziadez ?
21 Rag henchou an den a zo dirag daoulagad an Aotrou,
Hag he poez he holl baziou.
22 An den fall a vezo tapet en he fallentez,
Hag e vezo dalc’het en ereou he bec’hed.
23 Mervel a raio, dre vank a gelennadurez,
Ha kerzer he vezo dre ar vraster euz he zotis.
6 VA mab, mar ec’h euz kredeet da nesa,
Mar ec’h euz respountet evit unan benag,
Out ereet dre gomzou da c’henou ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/556
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
LAVARIOU, 5, 6.
548