1 LAVARIOU Salomon, mab David, roue Israel ;
2 Evit rei da anaout ar furnez hag ar gelennadurez,
Evit rei da gompren ar c’homzou a skiant ;
3 Evit digemer eur gelennadurez a rezon,
A reizder, a varnedigez hag a wirione ;
4 Evit rei anaoudegez d’ar re abuf,
Gwiziegez ha poell d’an den iaouank.
5 An den fur a zelaouo hag a zeuo muoc’h gwiziek,
An den skiantek a breno muoc’h a brudans,
6 Abalamour da glevet ar zetansou, hag an divinadennou,
Komzou ar re fur, hag ho giriou goloet.
7 DOUJANS an Aotrou eo ar pen-kenta euz ar wiziegez ;
Mes ar re ziskiant a zisprij ar furnez hag ar wiziegez.
8 Va mab, zelaou kelennadurez da dad,
Ha na zilez ket diskadurez da vam.
9 Rag grasou int dastumet en dro d’az penn,
Ha kollierou d’az gouzouk.
10 Va mab, mar fell d’ar bec’herien tenti ac’hanout,
N’azsant ket da ze.
11 Mar leveromp : Deuz ganeomp,
Stiniomp pechou evit laza ;
Stiniomp pechou d’an didamall, hep ma hen defe roet abek da ze ;
12 Lonkomp anezhei holl beo evel ar bez,
Hag en holl evel ar re a zisken er poull ;
13 Kaout a rafomp a bep sort madou prisius,
Leunia a rafomp hon ziez a ziwisk ;
14 Da lod az pezo ganeomp,
Na vezo nemert eur ialc’h evidomp holl.
15 Va mab, n’en em laka ket en hent ganthei ;
Distro da droad euz ho hent.
16 Rag ho zreid a red d’an drouk,
Hag en em hasta a reont da skul goad.
17 Hag en vên eo he stinier ar roued
Dirag daoulagad kement holl hen deuz eske1 ;
18 Mes int a stin pechou a enep ho goad ho unan,
Stinia a reont pechou d’ho ine.
19 Evel se ema henchou an hini a c’hoanta ar gounid dishonest,
An hini a gollo ine ar re a ielo var he lerc’h.
20 AR furnerz souveren a gri kre dre ar ruou,
Lakaat a ra he mouez da skeltra er plasennou ;
21 Krial a ra er c’hroaz henchou, el lec’h ma rer ar muan a drouz,
En toul an doriou ; diskleria a ra he c’homzou dre gear :
22 Re zot, a lavar, bete pegeit he karfet-hu ar zotis ?
Bete pegeit he kemero ar waperien plijadur er waperez,
Ha ma ho devezo ar re diskiant kasouni euz ar wiziegez ?
23 O veza reprenet ganen, distroet.
Setu, he roin deoc’h euz va spered gant founusder,
Ober a rin deoc’h kompren va c’homzou.
24 Pa em euz kriet, ha ma hoc’h euz refuset klevet ;
Ma em euz astennet va dorn, ha n’hen deuz den lekeat evez ;
25 Pa daolet kwit va holl guzuliou,
Ha ma na geret ket va gourdrouzou,
26 Me a c’hoarzo, me, euz ho klac’har,
Goab a rin pa zeuo ho spount ;
27 Pa zeuo ho spount evel eun distruj,
Hag ho klac’har evel eun tempest ;
Pa zeuo varnoc’h an dristidigez hag an ankroez.
28 Neuze he krifont entrezeg ennoun, mes na respountin ket ;
Klask a rafont ac’hanoun mintin mad, mes n’am c’havfont ket ;
29 Abalamour ma ho deuz kaseet ar wiziegez,
Ha ma n’ho deuz ket choazet doujans an Aotrou.
30 N’ho deuz ket kemeret plijadur em c’huzul ;
Disprijet ho deuz va holl gourdrouzou.
31 Ra zebrfont eta frouez ho hent,