16 Rei a ra an erc’h henvel euz ar gloan,
Skulia a ra evel ludu ar reou gwen ;
17 Teurel a ra ar skorn evel dre dammou.
Piou a bad dirag he ienien ?
18 Kas ra he gomz hag ho laka da deui ;
Lakaat a ra he avel da c’houeza, an doureier a red.
19 Roet hen deuz da anaout he c’hir da Jakob,
He lezennou hag he urzou da Israel.
20 N’euz ket groet evel se da vroad all ebet ;
Ha ne anavezont ket he urzou.
Meulet an Aotrou.
1 MEULET an Aotrou !
Meulet euz an env an Aotrou ;
Meulet anezhan el lec’hiou huela !
2 Meulet anezhan, he holl êled,
Meulet anezhan, he holl armeou !
3 Meulet anezhan, heol ha loar ;
Meulet anezhan, holl stered lugernuz !
4 Meulet anezhan, envou an envou,
Ha c’hwi, doureiera pere a zo dreist an envou !
5 Ra veulfont hano an Aotrou ;
Rag gourc’hemennet hen deuz, hag int bet krouet.
6 Hag Hen deuz lakeat anezhei atao, evit biken.
Roet Hen deuz eul lezen pehini na dremeno ket.
7 Meulet euz an douar an Aotrou ;
Aerouanted, ha c’hwi, holl dounderiou ;
8 Tân ha grizil, erc’h ha mogeden,
Avel ha tempest, pere a zent euz he gomz ;
9 Meneziou hag holl grec’hiennou ;
Gwez frouez, hag an holl gwez sedr ;
10 Loened gwez hag an holl loened ;
Amprevaned ha lapoused eskellek ;
11 Rouane an douar, hag an holl boblou ;
Prinsed, hag holl varnerien an douar ;
12 Tud iaouank, ha c’hwi ive, gwerc’hezed ;
Tud koz gant ar vugale !
13 Ra veulfont hano an Aotrou,
Rag he hano hepken a zo savet ;
He splander a zo dreist an douar hag an envou !
14 Laket hen deuz eur c’horn da zevel evit he bobl,
Eun abek a veulodi evit he holl re fidel,
Evit bugale Israel, ar bobl pehini a zo test dezhan.
Meulit an Aotrou !
1 MEULET an Aotrou !
Kanet d’an Aotrou eur ganaouen nevez,
He veulodi en asamble ar re a gar anezhan.
2 Ra en em laouenao Israel en he Grouer ;
Ra drido mibien Sion a joa en ho Roue !
3 Ra veulfont he hano gant dansou,
Ra ganfont en he enor euz son an taboulin hag an delen !
4 Rag an Aotrou a gemer plijadur en he bobl ;
Golo a ra a zilvidigez ar re izel.
5 Ra en em roio ar re a gar anezhan d’al levenez er gloar,
Ra ganfont a joa var ho gwele !
6 Meulodiou Doue a zo eu ho genou,
Hag ar c’hleze a ziou diren a zo en ho daouarn,
7 Evit ober ar vanjans var ar broadou,
Ar gastiz var ar boblou ;
8 Evit eren ho rouane a chadennou,
Hag ho zud nerzus a walennou houarn ;
9 Evit ober varnezhei ar varnedigez a zo skrivet.
An enor ma a zo evit ar re holl a gar anezhan.
Meulit an Aotrou !
1 MEULIT an Aotrou !
Meulit Doue en he santuar ;
Meulit anezhan en astennidigez hen deuz greet he c’hallond !
Meulit anezhan evit he vurzudou ;
Meulit anezhan hervez he vraster immans !
3 Meulit anezhan en eur zon an drompil ;
Meulet anezhan gant al luth hag an delen !
4 Meulet anezhan gant an taboulin ha gant dansou ;
Meulet anezhan euz son ar c’herden hag an ogrou !
5 Meulet anezhan gant simbalou skiltruz !
Meulit anezhan gant simbalou a laouenedigez !
6 Ra veulo kement hen deuz halen an Aotrou !
Meulet an Aotrou !