Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/47

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Josef a zastumaz an holl vevans euz ar seiz blavez, ma oe en bro an Ejipt ; hag a lakeaz ar bevans er c’heariou ; lakaat a reaz e pep kear ar bevans euz an douar a zroie. 49 Ha Josef a zastumaz eun niver ken braz a winiz, ma oa evel treaz ar mor ; kement ken na gountet ken anezhan, dre ma oa hep niver.

50 A-raok n’en em gavaz ar bloaveziou a naonegez, e c’hanaz da Jozef daou vab, ganet dezhan gant Asnad merc’h Poti-Fera aberzour On.

51 Jozef a c’halvaz ar c’hentan-ganet Manase (= a ankounac’ha) rag Doue, emezan, en deus roet din da ankounac’haat va holl boan hag holl di va zad.

52 Hag e c’halvaz an eil Efraim (= frouezus diou wech) rag Doue, emezan, en deus va rentet frouezus e bro va glac’har.

53 Neuze ec’h achuaz ar seiz bloavez a leunder a voe e bro Ejipt.

54 Ar seiz bloavez a naonegez a zeuaz, evel m’en doa lavaret Jozef. An naonegez a voe en holl vroiou mes en holl vro Ejipt e oe bara.

55 Pa voe holl vro Ejipt en naonegez, ar bobl a griaz da Faraon evit kaout bara. Faraon a respontaz d’an holl Ejipsianed : It da gavout Jozef ha grit ar pez a lavaro deoc’h.

56 An naonegez a voe eta var holl c’horre ar vro, ha Jozef a zigoraz an holl c’hrignolou hag a werzaz d’an Ejipsianed. An naonegez a oa braz e bro Ejipt.

57 Hag euz an holl vroiou e teued d’an Ejipt da brenan gwiniz digant Jozef, rag an naonegez a oa braz var an douar holl.

42 Jakob, o welout e oa gwiniz da werzan en Ejipt, a lavaraz d’e vibien : Perak e sellit an eil ouz egile ?

2 Lavarout a reaz : Setu, klevet em euz ez euz gwiniz da werzan en Ejipt. It eta di ha prenit gwiniz evidomp, evit ma vevimp ha na varvimp ket.

3 Neuze dek breur euz Jozef a ziskennaz da brenan gwiniz en Ejipt.

4 Jakob ne gasaz ket Benjamin breur Jozef gant e vreudeur, rag lavarout a reaz : Diwallomp na errufe eur gwalleur gantan !

5 Mibien Israel a zeuaz da brenan gwiniz e-touez ar re a zeue ivez, rag an naonegez a oa e bro Ganaan.

6 Jozef a oa mestr er vro. En eo a werze gwiniz da holl bobl ar vro. Breudeur Jozef a zeuaz eta hag a stouaz dirazan, an dremm d’an douar.

7 Jozef a welaz e vreudeur hag o anavezaz, mes ober a reaz evel an estranjour ganto hag e komzaz outo gant ruster. Lavarout a reaz : A-beleac’h e teuit ? Hag e respontjont : euz bro Ganaan evit prenan boued.

8 Jozef a anavezaz eta e vreudeur, mes int n’anavezjont ket anezhan.

9 Jozef a sonjaz en hunvreou hen doa bet diwar o fen hag e lavaraz : Spierien oc’h, deuet oc’h evit gwelet lec’hiou dinerz ar vro.

10 Respont a rejont dezhan : Nann va Aotrou, da servijerien a zo deuet da brenan boued.

11 Holl ez omp mibien d’un hevelep den, ni a zo tud vat, da servijerien n’int ket spierien.

12 Lavarout a reaz : Tamm ebet ! Deuet oc’h evit gwelet lec’hiou dinerz ar vro.

13 Hag e respontjont : Ni, da servijerien, a zo daouzek breur, mibien d’un hevelep den e bro Ganaan ha setu, an hini yaouankan a zo hiziv gant hon tad, egile n’eman ken.

14 Jozef a lavaraz : Kement-se am euz lavaret deoc’h, spierien oc’h.

15 Setu penaos e viot amprouet : Dre vuez Faraon, n’eot ket kuit ac’hann ken na vo ho preur yaouankan deuet.

16 Kasit unan ac’hanoc’h ha ra zegaso ho preur, ha c’hwi, chomit prizonidi aman. Ra vo amprouet ho komzou evit gwelet hag eman ar wirionez ganeoc’h. Anez, dre vuez Faraon, spierien oc’h.

17 Hag e lakeaz anezhei en toull-bac’h asambles e-pad tri devez.

18 D’an trede deiz, Jozef a lavaraz : Grit kement-man hag e vevot. Doue a zoujan !

19 Mard oc’h tud vat, ra chomo unan ac’hanoc’h, ho preur, ereet en ho toull-bac’h ha c’hwi, it da gaz ar gwiniz evit pourvezan d’ho tiegez

20 ha degasit ho preur yaouankan din, evel-se e vo amprouet ho komzou ha ne varvot ket. Kement-se a rejont.

21 Hag e lavarjont an eil d’egile : E gwirionez kablus omp e-kenver hor breur, rag gwelet hon euz enkrez e ine pa c’houlenne ouzimp trugarez ha n’hon euz ket e selaouet. Setu perak an enkrez-man a zo en em gavet ganeomp. 22 Ha Ruben a respontaz dezhei o lavarout : Na lavaren me ket mad deoc’h : Na ret ket ar pec’hed ze a enep ar bugel ? Mes na zelaoujoc’h ket ac’hanoun ; ha setu he oad goulennet ouzomp. 23 Ha ne wient ket ec’h entente Josef anezhei, dre ma komze outhei dre eur troer iezou. 24 Hag en em distroaz outhei da wela. Neuze e tistroaz d’ho