Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/46

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

he huvre. 13 Hag an dra a zo en em gavet evel ma hen doa he displeget : ar roue am adlekeaz em flzs, hag a reaz krouga egile.

14 Neuze Faraon a gasaz da gerc’hat Josef, hag e oa lakeat buhan er meaz euz ar prizoun ; touzet e oa, ha groet e oa dezhan chanch a zilhad, hag e teuaz da gaout Faraon.

15 Ha Faraon a lavaraz da Josef : eun hunvre am euz groet ha n’eus den ebet da rei an displegaden anezi. Klevet em euz lavarout e tisplegez eun huvre pa glevez anezi.

16 Josef a respontaz da Faraon, o lavarout : N’eo ket me, Doue eo a roio da Faraon eur respont a beoc’h.

17 Faraon a lavaraz da Jozef : Em hnvre, setu, en em zalc’hen var vord ar rivier.

18 Ha setu, euz ar rivier e pignaz seiz buoc’h lart ha kaer da welout, hag e peurjont er prad.

19 Ha setu, seiz buoc’h all a bignaz en o goude, dister, fall-meurbet da welout ha treut, n’em boa biskoaz gwelet reou all ken vil en holl vro Ejipt.

20 Ar buoc’hed treut ha fall da welout a zebraz ar seiz buoc’h lart kenta.

21 Mont a rejont en o c’hof hep na seblantjent beza aet ennhan, hag e oant ken fall da welout ha diagent. Neuze e tihunis.

22 gwelet a ris c’hoaz, oc’h huvreal, seiz tanvouezen leun ha brav a vountaz var eun hevelep korzen.

23 Ha seiz tanvouezen disec’h, treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskaz en o goude.

24 An tanvouezennou treut a lonkaz ar seiz tanvouezen brav. Lavaret em euz kement-se d’an hudourien, mes hini anezhei n’en displeg din.

25 Josef a lavaraz da Faraon : Ar pez en deus gwelet Faraon en e hunvre a zo eun dra hepken, Doue en deus diskleriet da Faraon ar pez ez a d’ober.

26 Ar seiz buoc’h vrav a zo seiz vloaz hag ar seiz tanvouezen vrav a zo seiz vloaz : eun hevelep hunvre eo.

27 Ar seiz buoc’h treut ha fall da welout a bignaz goude ar re-se a zo seiz vloaz. Hag ar seiz tanvouezen c’houllo ha devet gant avel ar sav-heol a vezo seiz vloaz a naonegez.

28 Kement-se am euz lavaret da Faraon : Doue en deus roet da anavezout da Faraon ar pez ez a d’ober.

29 Setu ez a d’en em gavout seiz vloaz a founder en holl vro Ejipt.

30 Hag e teuio seiz vloaz a naonegez en o goude hag an holl founder-se a vezo ankounac’haet e bro Ejipt, hag an naonegez a guzumo ar vro.

31 Ar founder n’en em ziskouezo ken er vro abalamour d’an naonegez a zeuio goude, rag gwall vraz e vo.

32 Ha diwar-ben ma’z eo an hunvre en em roet diou weach da Faraon, eo abalamour ma’z eo kement-se divizet gant Doue, ha pres ‘zo gant Doue hen ober.

33 brema, ra zibabo Faraon eun den skiantek ha fur ha ra lakaio anezhan var vro Ejipt.

34 Ra lakaio eta Faraon kefridiourien var ar vro ha ra dailhint ar bempveden diwar vro Ejipt e-pad ar seiz bloavez a founder,

35 ra zastumint an holl vevans euz ar bloaveziou mad a zeuio brema, dindan urz Faraon ra zaspugnint gwiniz ha bevans er c’heariou ha ra o diwallint.

36 Ar bevans-se a vezo a-du evit ar vro, evit ar seiz bloavez a naonegez a zeuio e bro Ejipt, evit na vo ket ar vro kuzumet gant an naonegez.

37 Ar c’homzou-se a blijaz da Faraon ha d’he holl servijerien.

38 Faraon a lavaraz d’he servijerien : Ha kavout a rafen eun den evel heman, eun den en deus spered Doue ennhan ?

39 Ha Faraon a lavaraz da Josef : P’en deus roet Doue dit da anavezout kement-man, n’eus den skiantek ha fur eveldout.

40 Te eo a vezo mestr var va zi, ha va holl bobl a sento ouz da c’henou. Brasoc’h e vin hepken evidout dre an tron.

41 Faraon a lavaraz da Josef : Sell, da lakaat a ran da vestr var holl vro Ejipt.

42 Faraon a lamaz e walen diwar e zorn hag he lakeaz ouz dorn Josef. Hag e wiskaz anezhan gant dilhad lin fin, hag e lakeaz eur gelc’hen aour en-dro d’e c’houzoug.

43 En lakeaz da bignat var e eil karr, hag e veze kriet a-raok dezhan : D’an daoulin ! En lakeaz da vestr var holl vro Ejipt.

44 Faraon a lavaraz da Josef : Me eo Faraon ! Hepdout den ne savo e zorn pe e droad en holl vro Ejipt.

45 Faraon a c’halvaz Josef Zafnad-Paneak (= diskulier an traou kuzet) hag a roaz dezhan Asnad merc’h Poti-Fera aberzour On da wreg. Ha Josef a yeaz da weladenni bro Ejipt.

46 Josef a oa oadet a dregont vloaz pa en em zalc’haz dirak Faraon roue Ejipt. Josef eta a yeaz kuit a-zirak Faraon hag a redaz holl vro Ejipt.

47 Hag an douar a roaz gant founder en pad ar seiz bloavez a leunder. 48 Ha