Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/415

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESDRAS, 1.

9 JEHOJAKIN a oa oajet a eiz vloaz pa renaz, hag e renaz tri mis ha dek deiz en Jerusalem. Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou. 10 Hag en distro ar bloaz ar roue Nebukadnetsar a gasaz, hag hen kerc’haz da Vabilon, gant ar besellou c’hoanteet euz a di an Aotrou ; hag he lekeaz Sedesiaz, he vreur, roue var Juda ha var Jerusalem.

11 SEDESIAZ a oa oajet a eur bloaz varnugent pa renaz, hag e renaz unnek vloaz en Jerusalem. 12 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, he Zoue ; n’en em humiliaz ket dirag Jeremi, ar profed, a behini ar gomz a zeue euz a c’henou an Aotrou. 13 Ha brema en em dirollaz enep ar roue Nebukadnetsar, pehini hen doa lakeat anezhan da douet dre Zoue ; hag e reudaz he c’houzouk, hag e kaledaz he galoun, evit na zistroje ket d’an Aotrou, Doue Israel. 14 An holl chefou zoken hag an holl sakrifierien a greske muoc’h mui ho fallentez, hervez holl draou euzuz ar broadou ; hag e lousajont ti an Aotrou, pehini Hen doa santifiet en Jerusalem.

15 Hag an Aotrou, Doue ho zadou Hen doa kaset entrezek ennhei, dre c’halloud he gannaded, o kas anezhei adaleg ar mintin, rag truer hen doa euz he bobl hag euz he choumaj he unan. 16 Hag e reent goab euz kannaded Doue, hag o tisprija he gomzou, he oapeent ar brofeded, bete ma piniaz kement fulor an Aotrou a enep d’he bobl ken na oe ken a remed.

17 Neuze e lekeaz da biniat a enep dezhei roue ar Galdeed, hag e lazaz ho zud iaouank dre ar c’hleze, en ti ho santuar ; ha n’hen doe truez nag euz an den iaouank, nag euz ar werc’hez, nag euz ar c’hoz, nag an den a vleo gwen : livra a reaz holl entre he zaouarn. 18 Nebukadnetsar a gasaz da Vabilon holl besellou ti Doue, ar re vras hag ar re vihan, ha tenzoriou ti an Aotrou ha tenzoriou ar roue hag he chefou. 19 Hag e tevjont ti Doue, hag e tiskarjont mogeriou Jerusalem ; hag e tevjont dre an tân he holl balezou hag e tistrujont he holl draou kaer. 20 Neuze ar roue a gasaz da Vabilon an nemorant hen doa lezet ar c’hleze ; hag e oent esklaved dezhan ha d’he vibien, bete ren rouantelez ar Pers ; 21 evit peur ober gir an Aotrou, diskleriet dre c’henou Jeremi, bete ma oe an douar en em blijet en he deiziou sabbat. Diskwiza a reaz enpad an holl amzer ma oe glac’haret, bete ma oe leuniet an dek vloaz ha tri-ugent.

22 HAG ar c’henta bloaz euz a Sirus, roue ar Pers, abalamour ma peur raje ar gomz Hen doa an Aotrou, diskleriet dre c’henou Jeremi, ar profed, an Aotrou a zihunaz spered Sirus, roue ar Pers, pehini a lakaaz embann en he holl rouantelez eun urz, ha dre skrid zoken, o lavarout : 23 Evelhen a lavar Sirus, roue ar Pers : An Aotrou, Doue an envou, Hen deuz roet d’in holl rouantelezou an douar ; hag Hen he unan Hen deuz karget ac’hanoun da sevel un ti dezhan en Jerusalem, pehini a zo en Juda. Piou ac’hanoc’h a zo euz he bobl ? Ma vezo an Aotrou, he Zoue, ganthan, ha ma pinio !


————


LEVR ESDRAS.


1 AR c’henta bloaz euz a ren Sirus, roue ar Pers, abalamour ma vije peur-c’hroet ar gir Hen doa an Aotrou lavaret dre Jeremi, an Aotrou a zihunaz spered Sirus, roue ar Pers, pehini a reaz emban en he holl rouantelez, ha memeuz dre skrid, eun urz a rouge : 2 Evelhen hen deuz lavaret Sirus, roue ar Pers : An Aotrou, Doue an envou, Hen deuz roet d’in holl rouantelezou an douar, hag Hen He unan Hen deuz gourc’hemennet d’in sevel eun ti dezhan en Jerusalem, pehini a zo en Juda. 3 Piou ac’hanoc’h a zo euz he bobl ? Ma vezo he Zoue ganthan, ha ma pinio da Jerusalem, pehini a zo en Juda, ha ma adsavo ti an Aotrou,

407