Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/416

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESDRAS, 2.

Doue Israel ; an Doue a zo en Jerusalem eo. 4 Hag en kenver ar re holl a choum, en pep lec’h benag ma ema-int, ra sikouro tud al lec’h ze anezhei, gant arc’hant aour, madou ha loened, en tuhont d’ar pez a ginnikfer a volonte vad evit ti Doue pehini a zo en Jerusalem.

5 Neuze chefou tadou Juda ha Benjamin, sakrifierien ha Levited, ar re holl a zihunaz Doue ho spered, a savaz evit pignet da adsevel ti an Aotrou, pehini a zo Jerusalem. 6 Hag ar re holl a oa en dro dezhei a zeuaz d’ho zikour gant traou arc’hant, aour, madou, loened ha traou prisius, en tuhont d’ar pez a oe kinniget a volonte vad.

7 Neuze ar roue Sirus a zigasaz er meaz besellou ti an Aotrou, pere hen doa Nebukadnetsar dizouget euz Jerusalem, hag hen doa lakeat en ti he zoue. 8 Sirius, roue ar Pers, ho digasaz er meaz dre Vithredath, an tenzorier, pehini a roaz anezhei, dre gount, da Sheshbatsar, prins a Juda. 9 Setu an niver anezhei : tregont basin aour, mil basin arc’hant, nao var ugent kontel, tregont plat aour, 10 pevar c’hant dek plat arc’hant a eilved renk, mil besel all. 11 An holl vesellou aour hag arc’hant a oa vardro pemp mil pevar c’hant. Sheshbatsar ho c’hemeraz holl, pa oe lakeat da biniat euz Babilon da Jerusalem ar re a oa dizouget ac’hane.


2 HA setu ama ar re euz ar provins pere a biniaz euz an esklavach, a douez ar re hen doa Nebukadnetsar, roue Babilon, dizouget da Vabilon, ha pere a zistroaz da Jerusalem ha da Juda, pep hini en he gear, 2 pere a zeuaz gant Zorobabel, Joshua, Nehemi, Seraja, Reelaja, Mardoche, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum ha Baana.

3 Niver tud pobl Israel : Bugale Parosh, daou vil daouzek hag eiz ugent ; 4 bugale Sephatja, tri c’hant daouzek ha tri-ugent ; 5 bugale Arak, seiz kant pemzek ha tri-ugent ; 6 bugale Pahath-Moab, euz bugale Jeshua ha Joab, daou vil eiz kant daouzek ; 7 bugale Helam, mil daou c’hant pevar hag hanter kant ; 8 bugale Zattu, nao c’hant pemp ha daou-ugent ; 9 bugale Zakkai, seiz kant tri-ugent ; 10 bugale Bani, c’hwec’h kant daou ha daou-ugent ; 11 bugale Bebai, c’hwec’h kant tri var ugent ; 12 bugale Hazgad, mil daou c’hant daou var ugent ; 13 bugale Adonikam, c’hwec’h kant c’hwec’h ha tri-ugent ; 14 bugale Bigvai, daou vil c’hwec’h hag hanter kant ; 15 bugale Hadin, pevar c’hant pevar hag hanter kant ; 16 bugale Ater, a Ezekiaz, tric’hwec’h ha pevar-ugent ; 17 bugale Betsai, tri c’hant tri var ugent ; 19 bugale Jora, kant daouzek ; 19 bugale Hassum, daou c’hant tri var ugent ; 20 bugale Guibhar, pemzek ha pevar-ugent ; 21 bugale Bethlehem, tri ha c’hwec’h-ugent ; 22 tud Netofa, c’hwec’h hag hanter kant ; 23 tud Hanathoth, eiz ha c’hwec’h ugent ; 24 bugale Hazmaveth, daou ha daou-ugent ; 25 bugale Kirjath-arim, a Gefira hag a Veeroth, seiz kant tri ha daou-ugent ; 26 bugale Rama ha Guebah, c’hwec’h kant unan ha c’hwec’h-ugent ; 27 tud Miknaas, daou ha c’hwec’h-ugent ; 28 tud Bethel hag Hai, daou c’hant tri var ugent ; 29 bugale Nebo, daou hag hanter kant ; 30 bugale Magbis, c’hwezek ha seiz-ugent ; 31 bugale eun Helam all, mil daou c’hant-pevar hag hanter kant ; 32 bugale Harim, tri c’hant ugent ; 33 bugale Lod, Hadid hag Ono, seiz kant pemp var ugent ; 34 bugale Jeriko, tri c’hant pemp ha daou-agent ; 35 bugale Sanaa, tri mil c’hwec’h kant tregont.

36 Sakrifierien : Bugale Jedahja, euz ti Jeshua, nao c’hant trizek ha tri-ugent ; 37 bugale Immer, mil daou hag hanter kant ; 38 bugale Pashur, mil daou c’hant seiz ha daou-ugent ; 39 bugale Harim, mil ha seitek.

40 Levited : Bugale Jeshea ha Kadmiel, a douez bugale Hodavia, pevarzek ha tri-ugent. 41 Kanerien : Bugale Asaf, eiz ha c’hwec’h-ugent. 42 Bugale ar borzerien : Bugale Shallum, bugale Ater, bugale Talmon, bugale Hakkub, bugale Hathita, bugale Sobai, en holl, naontek ha c’hwec’h-ugent.

43 Nethinied : Bugale Tsiha, bugale Hasufa, bugale Thabbahoth, 44 bugale Keros, bugale Sihaha, bugale Padon, 45 bugale Lebana, bugale Hagaba, bugale Hakkub, 46 bugale Hagab, bugale Samlai, bugale Hanan, 47 bugale Guiddel, bugale Gahar, bugale Reaja, 48 bugale Retsin, bugale Nekoda, bugale Gazam, 49 bugale Huza, bugale Paseah, bugale Besaï, 50 bugale Asna, bugale Mehunim, bugale Nefusim, 51 bugale Bakbuk, bugale Hakufa, bugale Harhur, 52 bugale Batsluth, bugale Mehida, bugale Harsa, 53 bugale Barkos, bugale Sisra, bugale Tamah, 54 bugale Netsia, bugale Hatifa

408