Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/309

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 5, 6.

hisop pehini a zen euz ar voger ; komzet hen deuz ive euz al loened, euz an evned, euz ar ruzerien hag euz ar pesked. 34 Hag, a douez an holl boblou, e teuet da glevet furnez Salomon, a beurz holl rouane an douar, pere ho doa klevet komz euz he furnez.


5 HIRAM, roue Tir, a gasaz euz he zervicherien da gaout Salomon, pa hen doa anavezet e oa eoliet da roue en plas he dad ; rag Hiram hen doa atao karet David. 2 Ha Salomon a gasaz da gaout Hiram, evit lavaret dezhan : 3 Anaout a rez penaoz David, va zad, n’euz ket hellet sevel eun ti en hano an Aotrou he Zoue, abalamour d’ar brezel ma troie enebourien anezhan, ken Hen doa an Aotrou ho lakeat dindan he dreid. 4 Ha brema an Aotrou va Doue hen deuz roet d’in diskwiz a bep tu ; n’em euz enebour na tra diez ebet. 5 Setu eta, e sonjan sevel eun ti en hano an Aotrou va Doue, hervez ma Hen deuz an Aotrou komzet euz David ; va zad, o lavarout : Da vab, pehini a lakain en da blas var da drôn, a vezo an hini a zavo eun ti em hano. 6 Ha brema, gourc’hemen ma troc’hfer gwezsedr d’in el Liban ; va zervicherien a vezo gant da zervicherien ; ha me a roio d’id evit da zervicherien ar gobr a c’houlenni ; rag anaout a rez n’euz den en hon zouez da anaout troc’ha ar c’hoad evel ar Sidonied.

7 Pa glevaz Hiram komzou Salomon hen doe eur joa vras, hag e lavaraz : Benniget ra vezo hirie an Aotrou, pehini Hen deuz roet da Zavid eur mab fur, evit ren var ar bobl vras se ! 8 Hag Hiram a gasaz da gaout Salomon, da lavaret dezhan : Klevet em euz ar pez ec’h euz goulennet ouzin. Ober a rin kement a fello ganez, divarbenn ar c’hoad sedr hag ar c’hoad sipre. 9 Va zervicherien ho diskenno euz al Liban d’ar mor ; goude me a raio ho lakaat var ar mor a bakadou, beteg al lec’h ma ez pezo merket d’in, ha me a raio ho rei eno ; te ho c’hemero eno ; mes, euz da du, te a roio d’in bevans evit ma zi. 10 Hiram eta a roaz koad sedr ha koad sipre da Salomon, kement ha ma felle dezhan. 11 Ha Salomon a roe da Hiram ugent mil kored gwiniz evit bevans he di, hag ugent kored eol pur meurbed. Salomon a roe bep bloaz kement se da Hiram.

12 An Aotrou eta a roaz furnez da Salomon evel ma Hen doa komzet outhan. Ha peoc’h a oe entre Hiram ha Salomon, hag e rejont unvaniez.

13 Hag ar roue Salomon a zavaz tud a gorveennon en Israel holl ; hag ar c’horve a oe a dregont mil den. 14 Hag e kase anezhei tro da zro d’al Liban, dek mil bep mis ; beza e vijent eur mis el Liban ha daou vis er gear ; hag Adoniram a oa chef ar c’horve. 15 Salomon hen doa ive dek mil den ha tri-ugent pere a zouge ar bec’hiou, ha pevar-ugent mil pere a gizelle er menez ; 16 ouc’h-penn ar chefou lekeat gant Salomon, pere ho doa ar ren euz al labour, vardro tri mil tri c’hant, ha pere a rene ar bobl a laboure.

17 Hag ar roue a c’hourc’hemennaz tenna mein bras, mein a bris, evit ober gant mein kizellet soliou an ti. 18 Ha micherourien Salomon, ha micherourien Hiram, hag ar Guiblied a gizelle hag a gempenne ar c’hoad hag ar vein evit sevel an ti.


6 Neuze Salomon a zavaz ti an Aotrou, ar bevar c’hant pevare-ugent ved bloaz goude ma oe bugale Israel eet euz an Ejipt, ar bevare bloaz euz he ren var Israel, da vis ar Ziv, pehini eo an eilved mis.

2 Hag an ti a zavaz Salomon d’an Aotrou hen doa tri-ugent illinad a hed, ugent a ledander, ha tregont illinad a huelder. 3 Ar porched dirag templ an ti hen doa ugent illinad a hed, hervez ledander an ti, ha deg illinad a hed dirag an ti. 4 Ober a reaz ive d’an ti prenestou gant stalafou stag. Hag e savaz, euz moger an ti, trozro, eun estach, da droia mogeriou an ti, an templ hag ar santuar ; evel se e reaz kamprou er c’hosteziou trozro. 5 Lec’hed an estach d’an traoun a oa pemp illinad ; lec’hed hini ar c’hreiz c’hwec’h illinad, ha lec’hed an drede seiz illinad ; rag groet hen doa treuziou d’ar vur diaveaz euz an ti, trozro, evit ma n’ez aje ket ar c’hoadach en mogeriou an ti.

7 Hag, o sevel an ti, e oe savet gant mein kempennet holl er vengleuz ; en hevelep doare, ma ne oe klevet na morzol, nag hach, na benvek houarn ebet en ti pa he savet.

8 Dor ar c’hamprou kreiz a oa en tu deou euz an ti ; hag e piniet dre eur vins adro en estach kreiz, hag euz an hini kreiz en drede.

9 Sevel a reaz eta an ti hag he achui. Hag e c’holoaz an ti gant

299