Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/310

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 7.

pleken ha gant treustou sedr. 10 Hag e savaz an estachou en dro d’an ti holl, pep hini euz a bemp illinad huelder ; hag e talc’hent euz an ti dre goad sedr.

11 Neuze gir an Aotrou a oe diskleriet da Salomon, er c’homzou ma : 12 Divar an ti ze a zevez, mar baleez em lezennou, ha ma lekeez va gourc’hemennou en pratik, ha ma virez va gourc’hemennou, evit bale ennhei, me a beuraio en da genver ar gir em euz lavaret da Zavid, da dad ; 13 hag e choumin entouez bugale Israel, ha na zilezin ket va fobl Israel.

14 Evel se Salomon a zavaz an ti hag a echuaz anezhan. 15 Lambruski a reaz mogeriou an ti, en diabarz, a blenken sedr, adaleg leur an ti bete krec’h an doen ; golo a reaz a goad an holl diabars, hag e c’holoaz leur an ti a blenken sipre. 16 Lambruski a reaz ive gant plenken sedr ugent illinad da vont euz fons an ti, ken al leur evel ar mogeriou ; lambruski a reaz ive en diabars an hed ze evit ar santuar, al lec’h santel meurbed. 17 Mes an daou-ugent illinad var an diaraog a rea an ti, da c’houzout eo an templ. 18 Hag ar sedr, en diabars an ti, a oa kizellet en mouluriou hag en bleun rostet ; holl a oa a sedr ; ar mean na vije ket gwelet. 19 Divar-benn ar santuar, e lakeaz anezhan en diabarz an ti entrezeg ar fons, evit lakaat ebars arc’h konvenans an Aotrou. 20 Hag ar santuar hen doa en diaraog ugent illinad hed, ugent illinad lec’hed hag ugent illinad huelder ; golo a reaz anezhan gant aour fin ; golo a reaz ive outhan an aoter, pehini a oa en sedr. 21 Ha Salomon a c’holoaz a aour fin diabars an ti ; hag he lekeaz tremen ar gwel gant chadennou aour dirag ar santuar, pehini a c’holoaz a aour. 22 Evel se e c’holoaz gant aour an ti holl ; golo a reaz ive gant aour holl aoter ar santuar.

23 Hag e reaz er santuar daou cherubin koad olivez, a zeg illinad huelder. 24 Unan a askellou unan ar cherubined hen doa pemp illinad ; hag askel all ar cherubin hen doa pemp illinad adaleg penn eun askel beteg penn an askel all e oa dek illinad. 25 An eilved cherubin a oa ive a zeg illinad. An daou cherubined ho doa ar memeuz muzur ha kizellet an eil evel egilee. 26 Huelder eur cherubin a oa dek illinad, hag ar cherubin all a oa er memeuz doare. 27 Hag e lakeaz ar cherubined en diabars euz an ti, entrezeg ar fons ; hag e oe astennet eskell ar cherubined, en hevelep doare ma stoke askel unan anezhei ar voger hag askel ar cherubin all ar voger all ; ha ma en em gave ho diou askel en kreiz an ti, unan an eskel a stoko egile. 28 Hag e c’holoaz a aourar cherubined. 29 Ha var holl vogeriou an ti, trozro, e lekeaz moula bosennek cherubined, ha palmou, ha bleün rostet, ken en diabars evel en diaveaz. 30 Hag e c’holoaz a aour leur an ti, ken en diabars evel en diaveaz. 31 Hag e reaz dor ar santuar en diou stalaf, a goad olivez ; an enkadreur gant ar peuliou, a gemere eur bempvet euz eur choste. 32 An diou stalaf a oa a goad olivez ; hag e lekeaz moula cherubined, palmou, ha bleün rostet, hag e c’holoaz anezhei a aour, o c’hasten an aour var ar cherubined ha var ar palmou. 33 Ober a reaz ive, evit dor an templ, peuliou koad olivez, euz a eur c’hart euz ar fasaden ; 34 ha diou stalaf koad sipre ; an daou bez euz unan ar stalafou a oa torret ; hag an daou bez euz ar stalaf all a oa ive torret. 35 Hag e reaz moula cherubined ennhei, palmou, ha bleün rostet, hag e c’holoaz anezhei gant aour, lakeat gant evez var ar vouleür. 36 Sevel a reaz ive al leur en diabars euz a dri renk mein gizellet hag euz a eur renk treustou sedr.

37 Ar bevare bloaz, da vis Ziv, soliou ti an Aotrou a oe lekeat ; 38 hag en unnekved bloaz, da vis Bul, pehini eo an eizved mis, an ti a oe achuet, gant he holl dalc’hou hag he holl veublou. Seiz vloaz a oe lakeat da ober anezhan.


7 Salomon a savaz ive he di, hag ec’h achuaz anezhan holl en trizek vloaz. 2 Sevel a reaz an ti euz koad al Liban, euz kant illinad hed, hanter kant illinad lec’hed, ha tregont illinad huelder, var beder rengen peuliou sedr ha treustou sedr lakeat var ar peuliou. 3 Hag e oa plafoniou sedr er c’hamprou a goste, pere a oa var beuliou, vardro pemp ha daou-ugent, pemzek dre bep estach. 4 Hag he oa tri estach prenestou ; eur prenest a respounte d’eur prenest all, teir gwech. 5 Hag an holl doriou hag ar peuliou a oa euz a eur c’hoadach karre ; hag en tri estach an digoriou a respounte d’an digoriou vis-a-vis. 6 Ober a reaz ive porched ar peuliou, euz a hanter kant illinad

300