Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/28

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

d’ar vammen. 30 Kerkent ha m’en doa gwelet ar walen hag an troiou-brec’h e daouarn e c’hoar ha m’en doa klevet komzou Rebeka e c’hoar, o lavarout : An den-se en deus komzet din evel-se, e teuaz da gavout an den. Ha setu, en em zalc’he e-kichen ar c’hanvaled tost d’ar vammen.

31 Lavarout a reaz : Deus e-barz, benniget gant an Aotrou ! Perak en em zalc’hez er-meaz ? Kempennet em euz an ti hag eul leac’h evit ar c’hanvaled ?

32 An den a yeaz eta en ti. Laban a ziskargaz ar c’hanvaled hag a roaz plouz ha boued d’ar c’hanvaled, ha dour da walc’hin e dreid ha treid an dud a oa gantan.

33 Hag e oe kinniget dezhan da zibri. mes en a lavaraz : Ne zibri ket ken na’m bo lavaret ar pez am euz da lavarout. Komz ! emezan.

34 Neuze e lavaraz : Me eo servijer Abraham.

35 An Aotrou en deus benniget-meurbet va mestr, hag eo deuet da vezan braz. Roet en deus dezhan denved hag ejened, arc’hant hag aour, mevelien ha mitizien, kanvaled hag ezen.

36 Sara, gwreg va mestr, he deus ganet eur mab da’m mestr goude ma oa oadet, ha roet en deus dezhan kement en deus.

37 Va mestr en deus lakaet ac’hanon da douin, o lavarout : Ne gemeri ket eur wreg da’m mab e-touez merc’hed Kanaan, er vro m’emaon o chom enni,

38 mes mont a ri etrezek ti va zad ha war-zu va c’herentiez, hag e kemeri eno eur wreg evit va mab.

39 Lavarout a ris da’m mestr : Marteze ne’m heulio ket ar wreg.

40 Respont a reaz din : An Aotrou a gerzan dirazan, a gaso e ael ganit hag a lakaio ac’hanout d’ober tro vat, hag e kemeri eur wreg evit va mab, euz va c’herentiez, euz ti va zad.

41 Kuit e vi euz al le a rez din pa vi aet etrezek va c’herentiez, ha ma ne roer ket anezi dit, kuit e vi euz al le a rez din.

42 Pa’z on deuet hiziv d’ar vammen, em euz lavaret : Aotrou, Doue va mestr Abraham, mar plij ganit lakaat da zont a-ben ar veaj am euz kemeret,

43 setu, en em zalc’han e-tal ar vammenn ; ar plac’h yaouank a zeuio da dennan dour hag e lavarin dezhi : Ro din, me az ped, da evan eur banne dour euz da bod, hag a responto din :

44 Ev te da-unan hag e tennin ivez da’z kanvaled, ra vo houman ar wreg en deus dibabet an Aotrou evit mab va mestr.

45 A-raok m’em boa achuet da gomz em c’halon, setu, Rebeka a zeue er-meaz gant he fod var he skoaz. Diskennet eo d’ar vammen ha tennet he deus dour. Lavaret em euz dezhi : Ro din da evan, me az ped.

46 Hastet he deus izelaat he fod diwar-c’horre he skoaz, ha lavaret he deus din : Ev hag e roin ivez dour da’z kanvaled. Evet em euz ha roet he deus ivez da evan d’ar c’hanvaled.

47 Goulennou am euz groet diouthi, o lavarout : Da biv ez out merc’h ? Respontet he deus din : Merc’h da Vetuel on, ar mab a c’hanaz Milka da Nakor. Neuze em euz lakaet ar walen var he fri hag an troiou-brec’h ouz he daouarn.

48 Goude-se em euz soublet va fen hag em euz stouet dirak an Aotrou, hag em euz benniget an Aotrou, Doue va mestr Abraham, en hag en deus va renet eeun da gemer merc’h breur va mestr evit e vab.

49 brema, ma fell deoc’h beza dereat ha leal e-kenver va mestr, diskleriit din ; er c’hontrol, diskleriit din hag e troin a-zehou pe a-gleiz.

50 Laban ha Betuel a respontaz hag a lavaraz : An dra a zeu a-berz an Aotrou, ne c’hellomp lavarout dit na fall na mad.

51 Setu, Rebeka a zo dirazout, kemer anezi ha kae, ha ra vo gwreg mab da vestr evel m’en deus lavaret an Aotrou.

52 Adalek m’en doa klevet servijer Abraham ar geriou-se, e stouaz d’an douar dirak an Aotrou.

53 Ar servijer a dennaz traou arc’hant, traou aour ha dilhad, hag o roaz da Rebeka. Rein a reaz ivez traou prizius d’he breur ha d’he mam.

54 Neuze e tebrjont hag ec’h evjont, en hag an dud a oa gantan, hag e tremenjont an noz eno. Sevel a rejont an deiz war-lerc’h, hag ar servijer a lavaraz : Kasit ac’hanon da’m mestr.

55 He breur hag he mam a lavaraz : Ra chomo ar plac’h yaouank ganeomp eun nebeud deiziou, dek devez. Neuze ez aio.

56 En a lavaraz : Na zaleit ket ac’hanon, pa en deus benniget an Aotrou va beaj. Kasit ac’hanon kuit evit ma’z in da gavout va mestr.

57 Neuze e lavarjont : Galvomp ar plac’h yaouank ha goulennomp outhi hec’h ali.

58 Gervel a rejont eta Rebeka hag e leverjont dezhi : Fellout a ra d’id mont gant