8 Ha David a lavaraz da Akimelek : Nec’h euz-te ket dindan da zorn eur waf pe eur c’hleze benag ? rag n’em euz ket kemeret va c’hleze na va armou ganen, dre ma oa affer ar roue presset. 9 Hag ar sakrifier a lavaraz : Setu kleze Goliath, ar Filistin pehini ec’h euz lazet en traounien an derwen ; paket eo en eur vezeren en drek an efod ; mar fell d’id he gemeret evidout, kemer anezhan ; rag n’hen deuz ama hini all ebet nemert hennez. Ha David a lavaraz : N’euz ket a henvel outhan ; ro anezhan d’in.
10 Neuze David a savaz, hag a dec’haz en deiz ze a zirag Saül, hag ez eaz da gaout Akish, roue Gath.
11 Ha zervicherien Akish a lavaraz dezhan : N’eo ket hennez David, roue ar vro ? N’eo ket hennez an hini a behini e lavaret, o kana en danzou :
Saül hen deuz lazet he vil,
Ha David he zek mil ?
12 Ha David a oe souezet gant ar c’homzou ze, hag hen doe eun aoun vras euz Akish, roue Gath. 13 Hag e kuzaz he rezon dirag ho daoulagad, hag e reaz ar zodik entre ho daouarn ; ober a rea merkou var an doriou, hag e leze he granch da gweza var he varo. 14 Neuze Akish a lavaraz d’he zervicherien : Gwelet mad a rit eo zot an den ze ? Perag oc’h euz-hu he zigaset d’in ? 15 Mankout a rea tud diskiant ama, ma hoc’h euz digaset hema d’in, evit ober an diskiant dirazoun ? Dont a rafe an den ze em zi ?
22 Ha, David a ieaz ac’hane, hag en em zavetaez en kavarn Adullam hag he vreudeur hag holl di he dad oc’h anaout kement se, a ziskennaz d’he gaout eno. 2 Hag ar re holl ive pere a oa diez en ho afferou, hag ar re holl ho doa gleou, hag ar re holl ho doa ar galoun leun a c’hwervder, en em zastumaz d’he gaout, hag he oe ho mestr ; beza e oe evel se ganthan vardro pevar c’hant den.
3 Neuze David a ieaz ac’hane da Vitspe euz Moab. Hag e lavaraz da roue Moab : Da bedi a ran, ma ez ai va zad ha va mam ganeoc’h, ken a vezo gwelet petra a raio Doue ac’hanoun. 4 Hag e tigasaz anezhi dirag roue Moab, hag e choumjont ganthan enpad an holl amzer ma oe David er c’hre ze. 5 Ha Gad, ar profed, a lavaraz da Zavid : Na choum ket er c’hre ze ; tec’h, ha kea en bro Juda. David a ieaz eta, hag a zeuaz en forest Hereth.
6 Ha Saül a anavezaz e oa dizoloet David, hag an dud a oa ganthan. Ha, Saül a oa azezet dindan eun tamarin var an huelder, en Guibea, he waf en he zorn : hag he holl zervicherien en em dalc’he dirazhan. 7 Ha Saül a lavaraz d’he zervicherien, pere en em dalc’he dirazhan : Selaouet, Benjamited : mab Isaï, rei a raio deoc’h-hu, holl, parkeier ha gwiniennou ? ho lakaat a raio holl mestrou a villierou hag a gantchou ? 8 ma oc’h holl en em savet em enep, ha ma n’hen deuz nikun* ac’hanoc’h lavaret d’in hen deuz va mab groet allians gant mab Isaï, ha ma n’hen deuz hini ac’hanoc’h bet poaniet euz va stad, ha lavaret d’in hen deuz va mab savet va zervicher em enep, evit stinia pechou d’in, evel ma ra hirie. 9 Neuze Doeg, an Idumean, pehini oa mestr zervicherien Saül, a respountaz hag a lavaraz : Gwelet em euz mab Isaï o tond da Nob, da gaout Akimelek, mab Akitub, 10 pehini hen deuz kuzuliet an Aotrou evithan, ha roet dezhan bevans ; roet hen deuz dezhan ive kleze Goliath, ar Filistin.
11 Neuze ar roue a gasaz da c’hervel Akimelek, mab Akitub, ar sakrifier, hag holl famil he dad, ar sakrifierien pere a oa deuet da Nob ; hag he teujont holl da gaout ar roue. 12 Ha Saül a lavaraz : Selaou, mab Akitub. Hag hen a respountaz : Setu me ama, va aotrou. 13 Neuze Saül a lavaraz dezhan : Perag oc’h euz-hu dispazet a enep d’in, te ha mab Isaï, pa ec’h euz roet dezhan bara hag eur c’hleze, ha ma ec’h euz kuzultet Doue evithan, evit ma savje a enep d’in, ha ma stinje pechou d’in, evel ma ra hirie ? 14 Hag Akimelek a respountaz d’ar roue, hag a lavaraz : Ha piou eta, a douez da holl zervicherien, a zo ken fidel ha David, mab-kaer ar roue, pehini a zo eat en da urz, ha pehini a zo enoret ez ti ? 15 Beza em euz kommanset hirie da guzulti Doue evithan ? Pell ouzin ar sonj ze ! Ra na lakao ket eta ar roue var da zervicher, na var holl di va zad netra a gement se ; rag da zervicher ne anavez netra, na bihan na bras. 16 Hag ar roue a lavaraz : A-dra-zur, mervel a ri, Akimelek, te hag holl famil da dad ! 17 Neuze ar roue a lavaraz d’an archerien pere en em dalc’he dirazhan : Distroet, ha lakait d’ar maro sakrifierien an Aotrou ; abalamour ma ho deuz prestet ive an dorn da Zavid, ma ho deuz anavezet e tec’he ha n’ho deuz ket he