Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/235

Eus Wikimammenn
Ur gudenn ez eus bet e-ser adlenn ar bajenn-mañ

I ROUANE, 8. asamble Israel a cboume en ho za. 15 Hag e lavaraz:1 Benniget ra vezo an Aotroü, Doue Israel, pehini, euz he c’henou, hen deuz komzet da Zavid va zad, ha pehini, euz he zorn, hen deuz peurc’hroet ar pez doa 16 prometet, o lavarout: Abaoe an deiz ma em euz tennet va fobl Israel euz an Ejipt, n’em euz choazet kear ebet entouez holl bobladou Israel evit ma vije savet ennhi eun ti el lec’h ma vije va hano; mes choazet em euz David evit ma vije var va fobl Is- 17 rael. Ha David, va zad, hen doa c’hoant da sevel eun ti da hâno an 18 Aotbou, Doue Iarael. Mes an Ao- trou a lavaraz da Zavid, va zad: Pa ez poa bet ar c’hoant da zevel eun ti d’am hano, ec’h euz groet mad ober 19 ar sonj ze. Koulskoude, ne zavi ket an ti ze; mes da vab, deuet euz da groazellou, a vezo an hini a savo an 20 ti ze d’am hano. An Aotrou Hen deuz eta peurc’hroet ar gir Hen doa diskleriet; ha me a zo deuet var lerc’h David, va zad, hag oun azezet var drôn Israel, evel ma Hen doa an Aotrou lavaret, hag em euz savet an ti ma en hano an Aotrou, Doue 21 Israel. Hag em euz lekeat ennhan eul lec’h evit an arc’h; en pehini ema konvenans an Aotrou, pehini a reaz gant hon zadou pa ho zennaz euz bro an Ejipt. 22 Neuze Salomon en em dalc’haz dirag aoter an Aotrou, dirag holl asamble Israel, hag, oc’h asten he zaouam entrezeg an enVou, e la- varaz: 23 O Aotrou, Doue Israel, nag aze d’an neac’h en envou, na d’an traoun var an douar, n’hen deuz ket eun Doue henvel ouzit, pehini a vir ar gonvenans hag an drugarez en kenver da zervicherien pere a vale a greiz ho holl galoun dirag da fas; 24 te, pehini ec’h euz dalc’het da ser- vicher David, va zad, ar pez ez poa prometet dezhan. A-dra-zur, ar pez ec’h euz diskleriet gant da c’henou, a beurrez gant da zom, evel ma loeler -25 hirie. Brema eta, o Aotrou, Doue Israel, dalc’h da servicher David, va zad, ar pez ec’h euz prometet de- zhan, o lavarout: Na vanko kamet d’id unan eus da lignez da azeza var drôn Israel; gant ma lakao da vibien evez euz ho hent, evit bale dirag va 26 fas evel ma ec’h euz baleet. Ha brema, o Doue Israel, da bedi a ran, ma vezo groet ar gomz se pehini ez poii diskleriet da servichcr David, va zad. 1 Lokl.68. •Ak.7.41 17.24. •2Kor.l2.2. diemet.

  • duan*

Mes* gwire vefe he choumfe Doue 27 var an douar? Setu ama, an envou, an envou3 euz an‘envou zoken, n’hel- lont ket da zerc’hel; pegement ne- beutoc’h an ti ma pehini em euz savet? Koulskoude, o Aotbou, va 23 Doue,lakaevezeuz pedendazervicher hag euz he c’houlen, evit selaou ar griaden hag ar beden a ra da zervi- cher d’id hirie. Ba vezo da zaou- 29 lagad digor, deiz ha noz, var an ti ma, var al lec’h a behini ec’h euz lavaret: Va hano a vezo aze! Selaou ar beden a ra da zervicher ellec’h ma. Selaou goulen da zervicher hag 30 hini da bobl Israel, pa bedfont el lec’h ma ; selaou anezhei, te, euz lec’h da choumaj en envou; selaou ha pardoun! Pa hen devezo unan benag pec’het 81 a enep he nesa, ha ma vezo goulen- net outhan al le evit e lakaat da douet, ha ma teuo da bresta he le dirag da aoter, en ti ma; te, selaou 32 euz an envou, gra, ha bam da zervi- cherien, en eur vam an den fall hag en eur lakaat he gundu da gweza var he benn; o justifia ar just hag oc’h ober dezhan hervez he reizder. Pa vezo bet da bobl Israel kannet 83 gant he enebour, evit beza pec’het en da enep; mar distroont d’id, mar roont gloar d’az hano, ha mar reont d’id euz an ti ma pedennou ha gou- lennou; te, selaou anezhei euz an 34 envou, ha pardoun pec'hed da bobl Israel, ha digas anezhei en douar pe- hini ec’h euz roet d’ho zadou. Pa vezo an envou zerret, ha ma 85 na vezo ken a c’hlao, abalamour ma ho devezo pec’hed en da enep; mar pedont el lec’h ma, ma roont gloar d’az hano, ha ma na zistroont ket euz ho fec'hejou, dre ma ez pezo ho glac’haret; te, selaou anezhei euz an 36 envou, ha pardoun pec’hed da zervi- cherien ha da bobl Israel, goude ma ez pezo kelennet dezhei an hent mad dre behini he tleont bale; ha digas glao var an douar pehini ec’h euz roet en heritach d’az pobL Pa vezo dienez^ er vro pe ar 87 vosen; pa vezo ar merkl,* an iel, ar c’hilien-raden, pe ar biskouled; pa gelc’hio an enebourien anezhei en ho bro, en ho doriou, pe pa vezo eur gouli, eur c’hlenved benag; eur beden 88 benag, eur goulen benag a raio eun den benag a vefe euz da holl bobl Israel, hervez ma ho devezo anavezet pep hini gouli he galoun, ha ma hen devezo pep hini astennet he zaouara entrezeg an ti ma; te, selaou anezhei 89 Digitized by Google 8#»