Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/22

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

aotrou a zo koz ivez. 13 An Aotrou a lavaraz da Abraham : Perak ‘ta he deus c’hoarzet Sara, o lavarout : Ha genel a rafen e gwirionez, koz evel ma’z on ?

14 Hag e vefe eun dra bennak dibosupl d’an Aotrou ? D’an amzer lavaret, e tistroin da’z kavout d’ar poent-man euz ar bloaz, ha Sara he devo eur mab.

15 Sara a nac’haz, o lavarout : Ne’m euz ket c’hoarzet, rag aon he doe. mes en a lavaraz : Geo, c’hoarzet ec’h eus.

16 An dud-se a savaz ac’hane hag a sellaz etrezek Sodom. Abraham a yeaz ganto d’o ambroug.

17 An Aotrou a lavaraz : Ha kuzat a rin da Abraham ar pez a rin,

18 pa zle Abraham dont da vezan eur vroad vraz ha galloudek, ha ma vo holl vroadou an douar benniget ennhan ?

19 E anavezet em euz evit ma c’hourc’hemenno d’e vibien ha d’e diegez var e lerc’h mirout hent an Aotrou, en eur ober kement a zo reiz hag eeun, evit ma lakaio an Aotrou da zont var Abraham ar pez en deus lavaret anezhan.

20 An Aotrou a lavaraz : Ar c’hri a-enep Sodom ha Gomora a zo kresket hag o fec’hed a zo bras-meurbet.

21 Fellout a ra din disken ha gwelet hag-en o deus groet e gwirionez hervez ar c’hri a zo deuet betek ennon ; ha ma n’eman ket evel-se, me en gouezo.

22 An dud-se a bellaaz hag a yeaz etrezek Sodom. mes Abraham en em zalc’haz c’hoaz dirak an Aotrou.

23 Abraham a dostaaz hag a lavaraz : Ha lakaat a ri ivez an hini reiz da vezan kollet gant an hini fallakr ?

24 Marteze ez euz hanter-kant den reiz e kêr : o c’holl a ri ivez, ha ne bardoni ket d’al lec’h-se abalamour d’an hanter-kant den reiz-se a zo e-barz ?

25 Ne c’hoarvezo ket e ri eun hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reiz gant an den fallakr, en doare ma vefe kemeret an den reiz evel an den fallakr. Nann, ne ri ket ! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizder ?

26 An Aotrou a lavaraz : Mar kavan e Sodom hanter-kant den reiz e kêr, e pardonin da holl gêr abalamour dezo.

27 Abraham a gomzaz hag a lavaraz : Setu, e hardishaan hag e komzan ouz an Aotrou, petra bennak ma n’on nemet poultr ha ludu.

28 Marteze e vanko pemp var an hanter-kant den reiz-se, ha distrujan a ri an holl gêr abalamour da bemp ? En a respontaz : Ne zistrujin ket anezi mar kavan ennhi pemp den reiz ha daou-ugent.

29 Abraham a gendalc’haz da gomz dezhan, o lavarout : Marteze en em gavo ennhi daou-ugent ? Hag e lavaraz : Ne rin ket dre garantez evit an daou-ugent-se.

30 Abraham a lavaraz : Pedin a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzin hag e komzin. Marteze en em gavo ennhi tregont. Hag e lavaraz : Ne rin ket mar kavan ennhi tregont.

31 Abraham a lavaraz : Setu, e hardishaan hag e komzan ouz an Aotrou. Marteze n’en em gavo ennhi nemet ugent. Hag e lavaraz : N’he distrujin ket dre garantez evit an ugent-se.

32 Abraham a lavaraz : Pedin a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzin hag e komzin ar wech-man hepken. Marteze en em gavo ennhi dek. Hag e lavaraz : N’he distrujin ket dre garantez evit an dek-se.

33 An Aotrou a yeaz en e hent p’en doe achuet da gomz gant Abraham. Hag Abraham a zistroaz d’e chomlec’h.

19 An daou ael a erruaz e Sodom d’an abardaez. Lot a oa azezet e-tal dor Sodom. Lot o gwelaz, a savaz evit mont a-raok dezo hag a stouaz e zremm d’an douar.

2 Neuze e lavaraz : Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojan e ti ho servijer, tremenit an noz ennhan, gwalc’hit ho treid, warc’hoaz ar beure e savot hag e kendalc’hot hoc’h hent. Ar re-man a lavarjont : Nann, ni a dremeno an noz er straed.

3 mes kement e talc’haz warno ma’z ejont da lojan gantan ha ma teujont en e di. eur fest a roaz, hag e lakeaz da boazan bara hep goell. Ha dibri a rejont.

4 Ne oant ket c’hoaz kousket, ma teuaz tud kear, tud Sodom, en dro d’an ti, adaleg ar re iaouanka beteg ar c’hosha, an holl bobl a-unan. 5 Hag o c’hervel Lot, e lavarjont dezhan : Peleac’h ema an dud a zo deuet ez ti en nozvez-man ? Laka anezhei da zont er-meaz evit m’ho c’hanavez-