Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/21

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

evit he c’haout da viken, hag E vezin ho Doue. 9 Neuze Doue a lavaraz da Abraham : Mes te a viro va c’honvenans, te ha da lignez da c’houde, a oad da oad.

10 Setu va c’honvenans a virot, hag a vezo etrezon-me ha c’hwi ha da lignez da c’houde : ma vo pep par en ho touez sirkonsizet.

11 Sirkonsizet e viot en ho kig, ha ze a vezo sin a gonvenans etre Me ha c’hwi.

12 D’an oad a eiz deiz, pep par a vezo amdroc’het en ho touez a-hed ho rummou, kenkoulz an hini a zo ganet en ti, evel an hini prenet gant arc’hant digant eun diavaeziad bennak na vo ket euz da ouen.

13 Ne vanki ket d’amdroc’han an hini a zo ganet ez ti hag an hini a zo prenet gant da arc’hant, ha va emglev a vezo en ho kig eun emglev peurbadus.

14 Ar dirkonsizet pehini na vo ket bet sirkonsizet en e gig, a vezo lamet a-douez e bobl : torret en deus va emglev.

15 Doue a lavaraz da Abraham : Diwar-ben Sarai da wreg, ne c’halvi ket hec’h hano Sarai, mes Sara e vo hec’h hano.

16 Me he bennigo, ha zoken e roin eur mab dit diouthi. He bennigan a rin hag e teuio da vezan broadou. Rouaned poblou a zeuio diouthi.

17 Abraham a gouezaz var e zremm. Neuze e c’hoarzaz hag e lavaraz en e galon : Ha genel a rafe eur bugel d’un den en oad a gant vloaz ? Ha Sara en oad a zek vloaz ha pevar-ugent, ha genel a rafe ?

18 Hag Abraham a lavaraz da Zoue : Ra c’hello Ismael bevan dirazout !

19 Doue a lavaraz : A-dra-sur, Sara da wreg a c’hano eur mab dit hag e c’hlavi anezhan Izaak. Diazezan a rin va emglev gantan, eun emglev peurbadus evit e lignez var e lerc’h.

20 Da selaou a ran diwar-ben Ismael. Setu, e vennigan anezhan hag e lakain anezhan da vezan frouezus ha da greskin kalz-meurbet, tad e vo da zaouzek prins, hag e rin anezhan eur vroad vraz.

21 mes va emglev a ziazezan gant Izaak, an hini a c’hano Sara dit d’an amzer-man er bloaz nesan.

22 P’en doe achuet da gomz gantan, Doue a bignaz a-gichen Abraham.

23 Abraham a gemeraz Ismael e vab, ar re holl a oa bet ganet en e di hag ar re holl hen doa prenet gant e arc’hant, an holl bared a oa e-touez tud e di, hag ec’h amdroc’haz o c’hig an deiz-se memes, evel m’en doa lavaret Doue.

24 Abraham a oa en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent pa voe amdroc’het.

25 Ismael e vab a oa en oad a drizek vloaz pa voe amdroc’het.

26 Abraham hag Ismael e vab a voe amdroc’het d’an deiz-se.

27 Holl dud e di, ar re a oa bet ganet en e di hag ar re a oa bet prenet gant arc’hant digant an diavaezidi, a voe amdroc’het gantan.


18 NEUZE an Aotrou en em ziskouezaz dezhan e dervennou Mamre, pa edo azezet e toull-dor e delten e-pad tommder an deiz.

2 Sevel a reaz e zaoulagad hag e sellaz : setu, tri den a oa en o sav dirazan. Adalek ma o gwelaz, e redaz a-raok dezo euz toull-dor e delten hag e stouaz d’an douar.

3 Hag e lavaraz : Va Aotrou, da bedin a ran, mar em euz kavet trugarez dirak da zaoulagad, na dremen ket e-biou da servijer.

4 Ra vo kemeret, me ho ped, eur bannac’h dour, ha gwalc’hit ho treid ha diskuizit dindan ar wezenn-man.

5 Degaz a rin eun tamm bara hag e krenvaot ho kalon ; goude-se e tremenot e-biou, rag evit-se eo oc’h tremenet tost d’ho servijer. Lavarout a rejont : Gra evel ma ec’h euz lavaret.

6 Abraham a yeaz buan en e delten da gavout Sara, hag e lavaraz : Degaz buan tri sea (~ 35 l) flour bleud, toaz ha gra gwastell ganto.

7 Abraham a redaz da gichen an tropell, a gemeraz eul leue tener ha mad, en roaz d’ar servijer, hag heman a hastaz e fichan.

8 Kemer a reaz amann ha laez, hag al leue a oa fichet, hag o lakeaz dirazo. En en em zalc’haz dirazo didan ar wezen, hag e tebrjont.

9 Lavarout a rejont : Peleac’h eman Sara da wreg ? Respont a reaz : Setu-hi aze en delten.

10 Unan a lavaraz : Ne vankin ket da zistrein da’z kavout d’ar poent-man euz ar bloaz, ha Sara da wreg he devo eur mab. Sara a selaouaz diouz toull-dor an delten a oa a-drek dezhan.

11 Abraham ha Sara a oa koz hag erruet en oad. Sara n’he doa ken ar pez o deus ar gwragez ar c’hiz da gaout.

12 Sara a c’hoarzaz ennhi he unan, o lavarout : Paz oun koz, beza em befe ar blijadur ze ? ma