Daou vla a oa en nevoa laket en e benn hen sevel. Kridi a rê e oa dare awalc’h ar fe gatolik en Bro-Zôz evit m’he dije kêr Londrez, d’he zro, an enor da gaout ar c’hendalc’h a dalc’her bep bla, aboe 1889, en eur vro bennak eus ar bed katolik, en enor da Zakramant an Oter. Eur sort bodaden he dije talveet d’e genvroiz katolik kalz a gonfort, dre m’he dije stardet o fe e-kenver an Eukarist, ha d’e genvroiz protestant he dije talveet eur gentel a-bouez, dre m’he dije roet d’ê da c’hoût pegen kaer tra eo an oferen ha pegen kaer al lido all a ra an Iliz Roman dre zoujanz ouz Doue er Sakramant. E tu-hont da ze, ’n eur bedi an Tad santel ar Pab da gas eus e beurz eur c’hannad (légat) evit ren ar gouelio, e wele au otro Bourne e roe d’e vreudeur dianket an tu da lemel eus o c’halon, pe da vihanan da glouaraat ar gasoni o deus ouz pennrener an Iliz Roman. Ha seul-vui ma sonje en ze, seul-vui donoc’h e yenne e vennoz en e spered.
Meur a hini koulskoude a glaskas hen dizalian, meur a hini a glevas o laret e lake re uhel ar fians an nevoa ennan e-unan. « Petra ! emint-i, sonjal bodan kement a eskibien hag a veleien gatolik en Bro-Zôz, ha pidi anê, war ar marc’had, da zont da Londrez en soudanen, mar o deus ar gustumans d’he dougen ! Hag-en, en Bro-Zôz, herve Reiz a Frankiz 1829, ne dle ar veleien en em diskoe er ruio nemet gant ar gwiskamant lik a doug an dud a iliz ![1] Petra c’hoaz ! Pidi an Tad santel ar Pab da gas da Londrez, eus e beurz, eur c’hardinal kannad, hag-en n’eus ket eur vro hag e
vefe bet diskoeet enni beteken kement a gaz ouz e
- ↑ Ober a rêr gwiskamant clergyman eus ar sort gwiskamant.