c’halloud hag e hano ! Petra c’hoaz ! Kridi sevel prozision ar Zakramant en kêr-benn Bro-Zôz, e-kichen iliz abati Westminster, elec’h ma toue ar roue Edouard VII, an 9 a viz eost 1901, ’n eur gemer war e benn ar gurunen a roue, en nije stourmet ouz kreden an treusustansiadur[1]. Nan, birviken ne vo otreet d’an arc’heskob gant gouarnamant ar roue ober kemend-all ! Lakomp kouskoude e tigouefe d’ean kaout otreadur. War biou en em harpo ? N’ê ket a dra zur war ar boliserien. War biou ’ta neuze ? War ar gatoliked ? hag-en n’emaint nemet 600 mil en Londrez e-kenver 6 milion a brotestanted ; nemet 2 vilion en Bro-Zôz hag en Bro-Skos, e-kenver 34 milion a brotestanted. Gwir ê emaint tost da 4 milion en Iverzon : mes re baour int eno evit ober eur veaj ken hir ha hini Londrez.
Piou eta a difenno tud ar prozision, piou a difenno an Hosti zakr eneb an dud a dizurz a glasko, sur mat, an tu d’ober d’ê eun dismegans bennak ?
Nan, kaer e vo laret, sonjal ober kement-se n’eo nemet eur mennoz diboell ».
Setu ar pez a c’hallje bean bet laret diwarbenn mennoz an otro Bourne, ar pez, a gredan, a zo bet laret. N’eus fors ! Yaouank eo, ha dre-ze en neus muioc’h a hardiegez. Ha neuze, daoust d’ean da vean yaouank, ec’h anave a-walc’h e genvroiz evit
gouzout petra a c’heller ober gante.
- ↑ Gant ar gir-ze e teu an artikl a fe, a ra d’imp kridi e tisken Jesuz, en gwirione, war an ôter da c’horreo an oferen, hag eo chanchet ar bara en e gorv hag ar gwin en e wad.