Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

o welet relijion o bro o tostaat kement da Rom ma seblant mont d’en em naskan etre he daouarn. Pebez dizenor e vije bet ze evite, ha dreist-oll evit o roue ! Na ’nije ket gellet ken gouarn an ineo evel ma c’houarn ar c’horvo ! Ha ne oa ken nemet eur speuren danô, bean dizent ouz ar Pab, o tispartian an iliz ritualist diouz an Iliz roman. Evit teurel ar speuren d’an traou n’o doa ken ar ritualisted nemet laret eur gir, laret « Hon zad ! » da dad ar Gatoliked roman.

Nan ! kement-se na dlee ket c’hoarveout. Hag ar Parlamant o pidi arc’heskob anglikan York ha hini Cantorbery da varn ar ritualisted. Petra an nije grêt ar re-man, mevelien mac’h int dindan al liked a zo o ren ar vro, nemet kondaoni doare lidan ar ritualisted ? Hen ober a rejont en Lambeth, unan eus parouzio Londrez. Aboe en neus kouac’het hardiegez ar brotestanted, a zeblante mont ken buhan, gant o c’harg lido, war an hent a gas da Rom.


§ XXIII. — EUR BERN PROTESTANTED, EUS AR RE DISKETAN, EN EM RA KATOLIK.


Evit gwir, kalz eus ar re-ze a zo êt betek penn an hent. Mes n’eo ket int hepken o deus en em dôlet etre divrec’h hon Mamm Zantel an Iliz. Eur bern anglikaned, hep bean bet ken tuet gant he lido kaer, o deus bet kavet er studi peadra da ziskoue d’ê eman ar wirione ganti hag a zo bet êt dioustu daveti. Ministred, da laret ê beleien, eo ar peurvuian anê, tud hag a zo deut, dre o gouiziegez, da anaveout reiz doare kridi ar Gristenien gentan. Eun enor bras eo ’vit an Iliz roman mac’h eo ar

brotestanted abilan a anzav anei evel ar gwir Iliz.

3.