Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

Ze na harzo ket meur a zac’h-c’houez eus Bro-C’hall, d’ê eur bris-diskamant, d’he dispenn, eus o gwasan, ’n eur laret, etouez meur a c’haou livet, e klask dalc’hmat mougan ar sklerijen en sperejo he bugale.

Me garfe o gwelet o vont eur pennadig da ziviz gant unan bennak eus ar gatoliked neve a zo roet bep bla a-leiz gant kloer an iliz anglikan : hep dale ar c’hatolik sôz an nefe d’ober ouz hon fôtred a chanjfe, a dra zur, penn d’ar baz.

Eus an Iliz-Uhel eo e teu dreist-oll pastored davedomp. An hano-ze a gemer eur strollad tud iliz a fell d’ê, kousted a gousto, mont uhel ha don en amzerio tremenet, pelloc’h evit amzer ar brotestantiez, evit gwrienni o iliz, ha kavet lans da laret ec’h ê azeet war an ebestel. Dre-ze en em lakont da studian skrido an tado kentan eus an Iliz. Ha setu ma teu o spered, sklerijennet gant gras Doue, da ziskoue d’ê ar pez na glaskent ket : an iliz roman o splannan er skrido-ze, war he fenn kurunen ar Wirione.

Gwelet hon deus kement-se o tigoueout gant an doktor Newman ha gwelet ive an eskibien anglikan o terri anean eus e garg a berson evit daou vla. Mes hen a roas e ziskarg da vat hag ac’h eas da Rom. Daou vla goude, er bla 1846, e oa grêt eno beleg katolik. Neuze e tistroas d’e vro, hag e savas eur strollad misionerien evit labourat gante da c’honit e genvroiz d’ar gwir fe. Ar Pab Pi nav a grouas anean kardinal er bla 1879.

Kalz eus an doktored o devoa studiet gantan en Oxford a reas eveltan : kentan forniad katolik, koulz laret, a deu e-mêz eus an Iliz anglikan.

Mes n’ê ket hepken beleien hag eskibien protestant a zistro d’ar gwir fe : kalz eus o farousianiz a