Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

an enezenno a-beurz roue Bro-Zôz. Mes ar bla 1796, aon gant heman ne glaskje brezilidi gall en em gemer oute, e c’hourc’hemenas d’ar veleien dont da Vro-Zôz. Meur a hini eus ar Vretoned a zistroaz neuze d’o bro e-kuz, hag ar re-all ac’h eas da Londrez gant an otro Ar Mintier.

E-pad ma chomas eskibien ha beleien Bro-C’hall dindan gouarnamant roue Bro-Zôz, ne baouezas ket e sujidi katolik ha darn zoken eus e sujidi protestant d’ober stad anê ha d’o zikour en o ezomo. I d’o zro en em diskoueas anaoudek ouz an digemer ken kalonek, ha kalz a vad a rejont endro d’ê d’an ineo. Meur a Zôz, ’n eur welet o spered a zouster hag a garante, en em domas oute hag a ziskas digante petra n’ê ket an Iliz Roman, ha petra ec’h ê : n’ê ket eul lezvamm gri, ha bean ’c’h ê eur vamm vat. Evel eur spontailh he gwelent kent : breman int didouellet, ha ne reont ken d’ei sello ken treuz. Bean a zo hag ac’h a daveti dioustu, hag ar re all, a c’heller laret o deus grêt eur gammad war-rôk evit mont d’he c’hât.


§ XXI. — AR « BILL » A FRANKIZ (1829) — FINVADEN OXFORD


Setu eta bet hadet greun mat gant kloer Bro-C’hall : Doue hen lako da ziwan ha da voutan.

Da gentan e sav divalo a-walc’h : ken nebeut a zap a zo en ineo, ken yen ha ken feüs e ver e-kenver an Iliz Roman ! Setu ’vit-se oc’h arruout ar bla 1829, ha gantan ar « bill » a frankiz. Ar wej-man e sao ar Gatoliked o fenn. Nebeut emaint, mes danve a zo enne. Finval a reont ha lakat finv endro d’ê. Sklerijenni a reont sperejo ha toman ar c’halono.