Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

Mes e keit-se e vrasae ha lakat a rêd da dremen drezan eun hent hag a gase war eün da Rom.

Arôk ar bla 1829, ne oa ket en Breiz-Veur, en enezen a rê sant Gregor anei enezen ar zent, ouspenn 150,000 katolik roman. Ha c’hoaz en nevoa kresket an niver anê er maread ma reas an dispac’h he reuz en Bro-C’hall, aboe blaio divezan an driwac’hvet kantved.

Da viz meurz 1791 ec’h arru en Londrez eun eskob breton, an ôtro De La Marche, eskob Leon, hag en Jerze hini Treger, an ôtro ar Mintier ; tec’hel a reont rak ar gwardo a glaske o zapout evit o c’has dirak an « Assemblée nationale. » Pez a damalle homan d’ê e oa bean a-grenn eneb al lezen an 30et a c’henver 1790, eul lezen hag a dorre gwestlo ar venec’h hag al leanezed, a leme digante, kenkoulz ha digant ar veleien hag an ilizo, o mado hag o lake en gwerz. Setu klask war hon daou eskob ; mes dont a reont a benn da gemer an tec’h hag int da Vro-Zôz.

Prestik e kemer eskibien all eus Bro-C’hall hent Londrez ha benn ar bla 1794, en em gavont eno 50 pe wardro.

An otro Ar Mintier a oa chomet en Jerze, ha gwell a ze evit beleien e eskopti ha ’vit beleien Breiz a bez. Adaleg ar mizio kentan eus ar bla 1792 e teu o zro da vean forbanet mar n’o deus ket touet al le a c’houlene digante lezen 1790. Darn eus beleien Breiz a chom en o bro hag a vev enni en kuz ’n eur ofernian ha ’n eur zakramanti. Mes meur a hini en em denn da Jerze ha da C’herneze. ’Benn divez 1793 emaint eno 3,268 beleg eus Bro-C’hall : en o zouez 90 eus eskopti Sant-Brieg ha 156 eus hini Treger.

Digemeret mat e oant bet gant an dud a vlenie