Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

Ha goude m’an neus intanet o c’halono gant an tan a deve e hini : « Dao d’ei breman ! emean. War rôk d’hoc’h enebourien, ’n eur huchal a bouez ho penn : Alleluia ! »

Prest goude e oa dornet Skosiz ha dornet a-blad. Heman ê an emgann a rêr anean « emgann an Alleluia ».



§ IV. — BREIZ GWASKET GANT AR ZOZON HAG AN ANGLED. — KOLL A RA HE HANO.


Mes aliesoc’h e vije trec’het ar Vretoned gant o enebourien evit ne tapent ar gonid. ’Boe ar blâ 410, ma oa êt al lejiono Roman war o c’hiz, ha ma oa bet tennet dre-ze ar skoilh a dalc’he ar Skosed en o zosenno, e oa koueet an oll vec’h war diskoa ar Vretoned. Tôl ha tôl e vije flastret o douaro gant laeron an hanter-noz, ha n’hallent ket o argas dre ma n’hallent ket en em glevet hag en em unani.

En eur gir, brevet e oant.

Hag int neuze, c’hoant d’ê d’en em dizamman, o c’hervel d’o zikour, war-dro ar blâ 450, eur bobl-all hanter-oue hag a chome en tu all da Vor an Hanter-noz, en bro Jermani. Ar bobl-se a oa e hano, Sôzon (en latin Saxones).

Breiziz kêz ! Jachan ar c’har war o c’hein ê a rejont. Ar Zôzon a oa anaveet gante pell a oa dre m’o devoa meur a wej diskennet eus o bago war ôcho an enezen evit laerez, devi ha lac’han. N’eus fors ! En despet d’o brud fall, e oant pedet da gemer troad en Breiz gant Breïziz i o-unan. Ar re-man a zonje gante, marvat, ober eun tôl kaër ouz o gervel « Mar fell d’ê, eme-i d’ê o-unan, skuilh gwad ha skrapan mado, kerzent enep da Skosiz : setu peadra d’ê da gât o gwalc’h ». Hag e