all a oa êt d’o heuilh, hag oll e oant bet digemeret gant kalon ha gant enor.
Ar memes lun, e kemeras eur rum all a gendalc’herien, eskibien ive gante, hent Kantorbery : kloer anglikan ar gatedral a bleas gante a galon vat hag a ziskoeas d’ê oll densorio o iliz (eun iliz bet laeret d’ar gatoliked evel kement a re all), ha dreist oll relego sant Thomas, eun arc’heskob a skuilhas e wad evit difenn ar gwir fe.
Ni n’hon deus gwelet na katedral Cantorbery na kastel Arundel : keu bras hon deus. Mes ne oamp ket vit hen ober.
Eur wej distro d’hon hotel, e reomp pep hini e bakaden ha da goan. Pa zavomp eus tôl ec’h ê evit pignal en eun omnibus a gas ac’hanomp betek gar Charing-Kross.
Da nav heur hanter e tilec’h hon zrain, eun train hag hon c’has, n’ê ket da Folkestone, mes da Dover. Amzer hepken d’ober eun hun, hag e tiskennomp evit mont war al lestr a zo ouz hon gortoz. Nebeutoc’h evit eun heur goude, treuzet ganimp gwazien vor ar Pas-de-Calais, ec’h omp en Calais, war douar Frans. Doue da vean meulet ! Daoust ma n’ê ken an douar-man, kement ha hini Bro-zôz, eun douar a liberte hag a justis, ec’h ê koulskoude hon douar-ni, ha dre-ze en em zantomp breman evel er gêr. Mar be bolante Doue, e teuio c’hoaz eun de bennak al liberte hag ar justis d’oder o chomaj en hon zouez.