Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

Goude-ze e hadkrog an Otro Kensit evelhen gant e brezegen :

« En testeni eus hon laraden hag eus hon enebadeg, e savomp hon dorn deo hag en em ereomp start etrezomp, en hano an Doue eman e lagad war hon c’hontrad, evit difenn ar relijion brotestant, da viken, enep troio kamm beleien Rom pe ar veleien anglikan ».

Setu aze, gir evit gir, kemeret diwar ar Standard, eur journal ken digatolik hag an Daily Telegraf, ar pez a douas ar brotestanted o devoa en em vodet en Kaxton-Hall disul d’abarde, evit diskargan o c’honnar an eil en kalon egile.

Komz en gaou, komz en droug eus ar gatoliked, n’o deus grêt ken. Pegen dishanval o frezegenno eus ar re a oa bet dispaket an deio ’rôk er memes sal gant ar gendalc’herien a yez gallek ! Ar re-man n’o devoa ket klevet eur gir, eur gir hepken, enep d’ar brotestanted.

A du gant piw eman ar wirione ? Pere eo ar gwir gristenien ? En Aviel e kavomp ar respont : « Anaout a rin ma diskibled, eme Jezus, dre ar garante a dougfont an eil d’egile ».


§ II. — DOARE BARN AR BROTESTANTED ALL. — « HARAO WAR ASQUITH ! » EME AN « DAILY TELEGRAF ».


Mes arabad kridi eman an oll brotestanded a du gant re an Allians. Bean a zo enni zoken hag a displij d’ê ar pez a zo bet grêt ha laret en Caxton-Hall ; he sekretour hen e unan, an Otro Fowler, a lavar, en kazeten an Daily News (lennet DeleNious), ec’h ê bet dalc’het ar vodaden-ze hep goût d’ean hag a dôl ar bec’h war an hini an nevoa he ôzet.