Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

Fentus, en gwirione. Penôs neuze ne vefe ket gwapaet pôtred an Allians gant ar brotestanted n’emaint ket enni ? Fe ! bean o deus o fegement en oll, pe gazi en oll gazetenno, a zo bet moulet en Londrez an deio warlerc’h.

Ar paour kêz Kentan, an ôtro Asquith, n’ê ket muioc’h esperniet gante, dre ma neus difennet ober prozision ar Zakramant, ha dreist-oll dre ma neus gortozet ar mare divezan evit hen difenn. Unan bennak eus ar gazetenno a ve dalc’hmat a du gant ar gouarnamant liberal (evel ar Standard, hag an Daily News) a didamall anean evit e zifenn : mes kerkent e leront ec’h ê poent ha tremen poent dispenn an artiklo eus Akt emansiper 1829 a grenn o frankiz d’ar gatoliked.

Ar gazetenno all, en o zouez ar re ar muian lennet, a ziskleri didro, ec’h ê eur vez evit an ôtro Asquith, hag evel eun torfed, bean harzet ar gatoliked d’enori Sakramant an Oter dre ar ruio. Ya, eun torfed, dre ma neus dizenoret Bro-Zôz dirak ar broio-all. « Komz a ra, emint-i, eus lezenno ar vro : mes ne gred ket hen e-unan laret krenn ha krak ec’h ê difennet gante ar sort prozision. — Ha neuze, pell-zo n’int ket heuilhet : Kousket int, ha dre-ze, herve kustum ar vro, ne dalveont ken mann ebet. »

Setu danve ar c’hlemmo a gavomp moulet, hag int hir hir, ebarz eur bern kazetenno.

Evit skouer, e troïn aman eur pennad mat eus hini an Daily Telegraf (14 a wengolo 1908).

« ’N eur skrivan diwar benn ar pez an neus grêt ar Gouarnamant evit lakat eur skoilh dirak ar gatolikeg a felle d’ê ober dec’h prozision ar Zakramant, e sav droug vras ennomp ha ne deu girio dindan hon fluen nemet evit kondaoni. Eur wej ouspenn an neus diskoeet ne oar nemet bean etre daou,