Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —

Gaxton-Hall, elec’h ma ’n em vode ar c’hallegerien epad ar c’hendalc’h : ar zal-ze a ve roet d’an neb he feurm. Da eiz heur e talc’hont eno eur vodaden, evit sevel o mouez enep d’ar pez o deus grêt ar gatoliked roman en Londrez an deio-man.

Ar pezig o deus a nerz a deu d’ê deus o c’hasoni touet ouz an Iliz Roman hag ive deus hardiegez dispar o mestr, an Otro Kensit. N’ê ket, a dra zur, eus o niver. Rak nebeud a brotestanded a zo a du gante : droug o deus zoken ouz ar brotestanted anglikan. Mes fallan ibilh a zo er c’har, a ra dalc’hmat ar muian a drouz.

Trouz n’hon deus ket klevet potred an Allians oc’h ober aboe mac’h omp arru en Londrez. Finval a vat o deus grêt : prezeget o deus, ledet o deus papero enep d’ar C’hendalc’h ; bean ’m eus c’hoaz etre ma daouarn eur levrig a beder bajen, war ar c’holoen anean ar gir manifesto, hag a ziskoe o fulor enep d’ar veleien gatolik hag o c’hasoni gwapaüs ouz Sakramant an Oter. Panevet e zo ennan re a dreo diboell (eur chapeled a zismeganso, koulz laret), am mije hen adskrivet aman penn da benn. Awalc’h e vo d’al lenner gouzout e klasker ennan tomman ar penno enep d’ar prozision, ha gourdrouz, dre zindan, ouz ar gouarnamant, evit ma harzo ar Zakramant da vont e-mêz.

Ha neuze, ar pez a zo skrivet er manifesto a zo bet laret ha hadlaret an noz-man en Caxton-Hall. War digare meuli ha trugarekaat ar c’hentan ministr evit an difenn an neus grêt d’arc’heskob Westminster, e tispenn ar brezegerien an iliz Roman gwasoc’h gwas. « Eun dismegans euzus evit ar brotestanded, eme an Otro Kensit, eo ar c’hendalc’h o deus kredet beleien Rom sevel en Londrez,

kêr-benn ar brotestantiez en hon bro. Mes setu ni

8.