Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Taervet Loden


————


Goude ar c’hendalc’h Eukaristik


————


§ I. — POTRED AN Allians protestant ; O GWAD FALL, O manifesto ; O BODADEN EN KAXTON-HALL.


N’eus ezom ebet da laret e zo stad vras er gatoliked sôz o deus bet heuilhet ar c’hendalc’h pe gwelet da vihanan ar prozision. Bras avat eo bet o despet, pe dec’h d’an noz en Albert-Hall, pe vit ar beure ’n eur arruout en Londrez, pan o deus gouveet n’halljent ket adori Jezus-Hosti e-mêz eus e di : mes bet int digollet pe dost gant ar blijadur o deus bet o saludi kannad an Tad santel ar Pab, hag o tigemer bennoz ar Zakramant diwar lein ar gatedral.

Hag ar re all, hag ar Zôzon digatolik, daoust petra a zonjont hag a laront diwarbenn gouel kaer disul, hag ispisial diwarbenn an dismegans grêt d’an Doue-Hosti gant an Otro Asquith ’n eur difenn outan mont e-mêz.

Adalek ’vit noz e c’hallomp gouzout pehini eo sonj eun toulladig protestanted, a ra etreze eur gevredigez hanvet an Allians protestant. N’hon deus d’ober evit se nemet mont d’o chilaou da