Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

n’eas ket am ambrouger pelloc’h gant e veleien. Adalek ma ’neus kemeret anomp en e vagad, e tistro krenn hag e kas anomp ouz dor-dal an iliz-vreur. Homan a oa o paouez bean bet digoret hag a oa krog da deurel er ru eur bern beleien gwisket gante sourpiliso gwenn. Ha ni souezet : ne ouiemp ket hon dije gallet dougen hon gwiskamant a geur ha ne oa deut ganimp sourpilis ebet. N’eus fors. Bepret ec’h efomp war rôk, hag er penn kentan, mar plij.

« Four, Four (lennet for), please) (lennet pliz), ! Pevar, pevar, mar plij ! » eme an ambrouger (hen anaout a reomp aboe dec’h : hen ê an Tad Fletcher, an hini a digore prozision ar vugale). Ha ni pevar ha pevar, ar re ac’hanomp a zo en du. Ma c’henveur ha me a digoue d’imp bean ’barz an eil regen, an eil hag ar c’hentan eus an tu kle. Ha divunet piw a gerzan war e zeulio ? An Otro Louiz Gautier, eus Kastelaudren, unan eus kureet Ar Stol (Etables). Heman en em gav evelse-ar c’hentan eus an tu kle, ebarz a regen gentan. Den en e rôk, nemet tri pe bevar bôtr, o deus eur baniel da dougen, an Tad Fletcher hag an hini a doug ar groaz. Diouz gwelet an Tad o kerzet, ne vije ket bet kemeret evit eur Breizad pe eur Gall. Biskoaz beleg n’hon deus gwelet o kerzet eveltan gant eun habit keur : sonn e benn ha reut evel eur peul, e talc’h e zaou dorn kroajet a dre d’e gein. Divalo divalo e kerz ha, pa ra eur vinvaden, ec’h ê evit trei a bez da welet hag-en ec’h a mat an treo war e lerc’h. Ni a gav e neu iskiz eun nebeudig, mes e genvroiz hen kav dereat : pep bro, pep giz.

E tu-hont da ze, evel m’am eus laret elec’hall, an Tad Fletcher a blij kalz da Londreziz, dre mac’h ê eun den eus ar gwellan : an oll o deus evitan