Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —

kanan hag a vefe gouest da zont a benn d’o dispakan ervat. E-tuhont m’eo ret bean aroutet mat war ar muzik, ec’h ê ret c’hoaz d’ar mistri kan bean bet disket, digant mistri all bet skolaet mat en o rôk, an doare da laket war droad ar sort oferenno. Mes ni hon deus kollet an doare-ze pell-zo, torret ganimp ar chaden a stag hon c’hanerien iliz ouz ar re gentan (komz a ra ar gazetenner en hano ar brotestanted).

Kent ma achuas al lid kaer a ziframmas, koulz laret, hon spered diganimp, e weljomp c’hoaz eur prozision Roman en e splander, ha me lar d’ac’h an nevo poan ar gatoliked a oa eno oc’h ankouaat ar vad a reas d’ê eun ofis hag a oa bet roet d’ean kement a dro. »

Ha c’hwi, ’ta, ma mignon, c’hwi ma breur dianket, daoust hag-en e kollfet ar zonj eus ar pez an neus talveet d’ho pluen eur pennad-skrid ken mistr hag an hini ho peus skrivet evit ho kazeten ? Ne gredan ket : evit skrivan evelse, ec’h ê ret d’ar galon bean bet stoket.


§ XXVI. — ’N EUR VONT D’AR GATEDRAL EVIT AR PROZISION


Dudi war dudi : setu ’pez an nevo talveet d’imp kendalc’h an Eukarist, ha dreist-oll e zevez divezan. Koulskoude an dudi c’hwekan a zo c’hoaz da danva, an hini a roo d’imp emberr ar prozision.

Gwir ê ne vo ket eur beden evel m’eo prozision ar zakramant en hon Breiz-Izel, penegwir eo bet difennet, d’an heur divezan, dougen an Otro Doue dre ar ruio. Dre-ze n’o devo ket lec’h ar gatolided a deuio a viliero hirie da Londrez, da ziskoe o