Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —

devosion en e genver ha da gaout o lod eus ar C’hendalc’h. Ze koulskoude eo a glaske an Arc’heskob pa nevoa grêt embann e vije bet prozision ar Zakramant. Eun dek mil bennag a dud o devoa kavet an tu, dre m’o devoa kartenno, da vont d’hen adori ebarz ar gatedral pe da glevet komz anean en sal Kaxton, en sal an Hortikultur, hag en sal Albert. Mes petra eo ze e kichen ar c’hant mil pe an daou c’hant mil a felle d’ê bean binniget gantan, pe da vihanan hen gwelet ? ’N eur dougen anean dre ar ruio e vije bet roet e vennad da bep hini.

Mes ar gouarnamant, evel m’on deus gwelet, an neus laret « hola » goude ma oa bet meur a viz heb enebi. Ha gortozet gantan ar c’houlz divezan evit se ! Peder heur warnugent arôk : eun dra ha na oa ket d’ober, kwita ?

Ac’hanta ! koulskoude, pa zonjer er pez a zo bet c’hoarveet, an nefe evel c’hoant an nen da laret : « Gwell a ze ». Marteze, ma vije bet gouveet abretoc’h e oa kondoanet an Otro Doue da chom en e iliz, ne vije ket deut kement a dud da Londrez ar zul d’abarde, ha marteze zoken ne vije ket bet eur gerzadeg tud a iliz evel ma zo bet : dreist-oll, ha kement-man a zo sur, ne vije ket bet roet d’ar c’hardinal « Legat » ha dre-ze d’an Tad Santel ar Pab, gant 200.000 a dud, eun desteni a enor sort nan eus bet gwelet, marvat, e bro ebet. Dirak ar Zakramant o tremen, e vije bet tavet an dud dre respet ; dirak an Otro ’r c’hannadour o tremen, e zo bet leusket penn da benn hopadenno a enor hag a garante.

Setu aman ’pez am eus gwelet ha klevet diwar-benn ze. War dro peder heur e tle digeri ar gerzadeg hag e fell d’imp, ni beleien, bean, eun hanter