N’am eus ket me klevet eur gir eus ar pez a lavaras (d’ober petra laret am eus ?) : re bell e oan eus e gador hag a-dre d’ei. E vouez ive n’ê ket eus ar c’hrenvan. Mes skrivagnerien an Daily Telegraf a oa eno hag en lec’h da glevet : diwar o skrid eo bet kemeret pez a zo aman warlerc’h.
Komz a ra ar c’hardinal da gentan eus al liammo a zo etre Bro-Zôz hag ar Stajo-Unanet : liamm ar memes gwad, liamm ar memes lezenno, lezenno a frankiz, ha, vit katoliked an diou vro, liamm ar memes relijion.
’N eur gomz eus ar relijion, e pouezas ar C’hardinal war greskans souezus ar fe gatolik etouez ar zôznekerien, hag e teuas da laret :
« E konsil Trent, eur c’honsil en em dalc’has e kreiz ar c’hwezekvet kantved, ne oa nemet pevar eskob hag a gomze hon yez : unan deut eus Bro-Zôz ha tri eus Iverzon. Eus Bro-Skos ne oa hini ebet. An Amerik a oa neve dizoloet hag an Ostrali a oa eun douar-disanav. Breman e zo wardro 200 eskob er broio hag eman enne an trec’h gant ar zôzneg, da laret ê en Bro-Zôz, en Iverzon, en Bro-Skos, er Stajo-Unanet, er C’hanada, en Indrez ar Zav Heol, hag an Ostrali. Mar bije eur c’honsil evit ar bed katolik epad ar c’hantved mac’h omp ennan, e vije a dra zur etouez an eskibien kalz a zôznekerien, hag i stag gant fe hon zado ouz an Tad santel ar Pab. »
Ar prezeger an neus ive eur gir evit Iverzon, c’hoar hon bro garet Breiz-Izel :
« Sur on, emean, hag oll e vefet a du ganin, sur on ec’h ê bet grêt he dever gant an Enezen-C’hoar (ar Sôzon a ro ive an hano-ze d’Iverzon) evit ’pez a zell ouz ar misiono katolik. Daoust pegen glac’harus eo an abego a lakas ken lies a Iverzoniad