Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

hag a Iverzoniadez d’en em divroan, bepred ê ec’h ê bet o harlu eun dra talvoudus etre daouarn an Doue Oll-C’halloudek : gantan an neus laket da zont da vat mennozio uheloc’h ha santeloc’h. Gallout a rêr laret, ha den n’am dislaro, e vefe poan o kaout er Stajo-Unanet pe en Ostrali eur gêr ha na vefe ket bet kaset d’ei ar relijion gatolik gant beleien ganet en Iverzon pe beleien kar da Iverzoniz. »

Bro-C’hall na oe ket ankouaet ken nebeut, daoust d’ar brezel a rêr enni breman d’an Iliz Roman :

« Bean zo, eme an Otro Gibbons, eur vro all, en tu all d’ar Manch, hag he deus roet skwer vat da Vro-Zôz ha d’an Amerik ’n eur labourat a-greiz kalon evit ar fe gatolik. Da Vro-Zoz da gentan : war zibenn an driwac’het kantved, e teuas al loden an noplan eus kloer Frans, argaset eus bro o c’havel gant barr-korve ar Revolusion, da glask repu en Bro-Zôz, ha kaout a rejont eno digemer kalonek ha peadra da vevan. Int, eus o zu, an oll hen goar, a glaskas plijout d’ar Zôzon hag a c’honeas o c’halon ken dre o doaero c’hwek a dud jentil savet mat, ken dre ar volante didrec’h a lakent da c’honit ineo da Zoue, ken dre o bue divlamm.

Hag an Amerik ? Epad tri c’hant vlâ goude ma oa bet dizoloet, ne baouezas ar visionerien a galon deut eus bro gatolik Frans da labourat eus o gwellan evit kristeni ha sevenaat an dud hanter oue a veve neuze hag o devoa bevet a viskoaz war douar an Nord-Amerik : mont a rênt drezan a dreuz hag a hed, dalc’hmat en riskl da skuilh o gwad hag alies ouz hen ober. »

’N em gomz eus ar misiono, e tro ar c’hardinal